Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Embannerezh vrezhonek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Faziek eo titl ar rummad-mañ. Kemmadur ebet da gaout, gourel eo anvioù an teknikoù hag ar micherioù. Diezhomm eo al lostger -erezh amañ ouzhpenn. Trawalc'h, ha brezhonekoc'h, e vo ober gant Embann brezhonek traken. --Fulup 30 Kzu 2005 da 17:18 (UTC)[respont]

Evit ar fazi, barrekoc'h out egedon, met evit an dibab, a-ratozh-kaer em eus dibabet embannerezh a gaver e RH (koulz hag embannidigezh). D'am soñj ez eus un diforc'h etre an embann hag a zo an disoc'h hag an embannerezh hag a zo ar prosesuz a gas da embann. Marteze e vefe ivez an embannouriezh da lakaat er jeu pa soñjer d'an ideologiezh? Mousfent amañ. Peseurt tra a ra un ti-embann? embann (da lavaret eo ermeziañ produioù), met peseurt labour a vez graet e-barzh? an embannerezh. Evel un arbennigour war an embannerezh brezhonek (savet am eus un testeni war ar sujed) e kav din n'eo ket bet studiet mat penaos e vez produet pa levrioù brezhonek, pa sell al lenneien an endalc'h da gentañ. Ezhomm hon eus eus traoù resisoc'h ha save e vo pennadoù a-bouez er Wiki marteze. --Ch. Rogel 30 Kzu 2005 da 18:12 (UTC)[respont]

  • Merkañ a ra kentoc'h an anv-verb Embann (an embann, micher an embann, al labour embann, tiez-embann) an ober evel an holl anvioù-verb implijet da anv-kadarn e brezhoneg. Evit an disoc'h (ar produ) e vez kavet gwell ober gant Embannadenn hag embannadur. Marteze emañ embannerezh e geriadurioù RH, evel kigerezh, baraerezh hag all, met peuzdizimplij eo er yezh lennek --Fulup 30 Kzu 2005 da 20:10 (UTC)[respont]
Fazi e 2005, fazi bepred e 2008. Bianchi-Bihan 9 Du 2008 da 16:11 (UTC)[respont]
Ha fazi bepred e 2009 ma n'eus merour ebet evit ober war-dro. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2008 da 14:44 (UTC)[respont]