Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Anarkouriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'ouzon dare petra ober gant an daou c'her-mañ : Diveliouriezh hag Anarkouriezh. Disoñjet am boa e oa bet krouet dija ar bajenn Anarkouriezh pa m'eus savet ar rummad nevez Diveliouriezh. Petra soñjit ? --★C'hwil-du Siferniet★ 20 Ebr 2006 da 18:40 (UTC)[respont]

N'eo ket ar memes tra: diveli a zo "libertaire" hag anarkour a zo "anarchiste" e galleg. An anarkouriezh a zo eta un ideologiezh frammet-mat, gant tout un istor, hengounioù, (gwelet an F.A. e Bro C'hall) h.a. Diveliour, evidon, a zo muioc'h un doare da vezañ: enep ar frammoù, hag ar stadoù, tuet war zu ar frankiz. An diveliourien n'int ket dre ret anarkourien, ne anavezont ket dre ret kalz traoù war istor an anarkouriezh, hag e c'hellont bezan tostoc'h eus hengounioù all eus an tu kleiz (ekologiezh, maouezouriezh, sokialouriezh, h.a.)... Benoni 20 Ebr 2006 da 18:54 (UTC)[respont]
hmmm. N'on ket gwall sur e dalv "diveliour" libertaire e galleg. Evit libertaire e lakfen muioc'h Frankizelour. Diveli a zo "Anarchie" evidon e gwirionez, pe d'an nebeutañ e tostaer muioc'h ouzh ar ster-mañ evit ar ster "libertaire". Diveli a ya a enep d'ar beli.. hep aotrouniez ebet (anarchie o tont eus "an" (a ya a enep) hag "archos" ar penn, ar renk.. da lâret eo tost ar memes tra. Da eil Libertaire a zo un anv-gwan anezhañ nemetken.. n'haller ket ober un anv deus outañ, padal "Diveliouriezh" a zo un anv. Diwarnañ e saver : Diveli, diveliour.
Met just-a-walc'h, en em c'houlenn a ran bremañ mard eo reizh ivez implijout ar ger diveliouriezh... Diveli a vefe a-walc'h a gav din.. An diveli, un diveliour, ha (diveliel an anv-gwan ?) met diveliouriezh ebet. Hag evit luziañ an traoù c'hoazh, :o)) petra ober eus Diren ? E berr gomzoù : Diveli/diveliouriezh/anarkouriezh/Diren ? evit anarchie ? --★C'hwil-du Siferniet★ 20 Ebr 2006 da 19:33 (UTC)[respont]
Ya, gwir a-walc'h... Koulskoude ez hon techet da implijout ar gêrioù-se evel ma 'm eus displeget a-us... 'N eus bet tabut termenadurezh ebet war-se gant Huch/CBIL/Treger disuj? Benoni 20 Ebr 2006 da 20:42 (UTC)[respont]
Met a-benn ar fin n'hon ket kendrec'het. Frankizour o vezan "liberal" (er ster gall), e vije danjerus derc'hel frankizelour evit libertaire... Benoni 20 Ebr 2006 da 20:49 (UTC)[respont]
A-du gant Benoni evit gwrizienn "frankiz-" zo karget mat bremañ gant "liberal" ha meur a dermen kenster all e bed an armerzh pe ar politikerezh : frankizour, frankizouriezh, frankizad...

Evit anarkouriezh/diveli n'ouzon ket re petra soñjal --Fulup 20 Ebr 2006 da 21:04 (UTC)[respont]

  • Graet e vez Diveli eus Anarchie gant ar CBIL abaoe ar penn kentañ ma ne fazian ket. Hag implij a reont ar ger diveliel evel un anv-gwan. Kaoz a zo a wezhoù eus Diren ivez, met nebeutoc'h. Evidon me 'vat eo heñvelster Diveli hag anarkouriezh.

Ha gwir eo, skarzhañ a rafen, forzh penaos, ar ger Diveliouriezh da gentañ tout. Laavarout a rafen "an diveli", a gavan reizhoc'h evit "an diveliouriezh". Evit pezh a sell ouzh ar ger libertaire, n'eo ket gwall sklaer. Ur gudenn a sav ivez e saozneg pa vez kaoz eus libertarian, ur ger o tont eeun eus ar galleg libertaire, gant ur ster disheñvel mik (liberal). Neuze, ne chom 'met d'al libertaerien saoz pe amerikan lavar "left libertarian"... ha dont a ra da vezañ luziet awalc'h.. Neuze, techet 'vefen da lavarout frankizour e brezhoneg kenkoulz hag e Saozneg evit lavarout libertaire, met gant ur riskl kemmeskañ an daou ster, evel e Bro-Saoz da skouer, gwir eo.... Evit gwir, al "liberals" eo o deus laeret ar ger "libertarian" d'an diveliourien e saozneg. Bez e c'heller neuze ober gant an anv libertaer, evit ma vefe splannoc'h an diforc'h. Pezh a rafe Diveli=Diren=Anarkouriezh tamm pe damm diouzh "un tu", ha frankizour/libertaer diouzh "un tu all". Petra soñjit ? ★C'hwil-du Siferniet★ 21 Ebr 2006 da 07:47 (UTC)[respont]