Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Amzerioù yezhadurel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Amzerioù-verb, pe amzerioù ar verboù, eo an anv(ioù) ordinal pa gomzer eus an traoù-se er skolioù. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2009 da 22:13 (UTC)[respont]

Peogwir er skolioù (e skolioù Diwan pe skolioù all e Breizh kentoc'h?) e tispleger mont-en-dro ar an amzerioù yezhadurel e brezhoneg, stag ouzh displegadur ar verboù, ha n'eo ket diwar-benn mont en-dro an amzerioù o-unan en un doare ledanoc'h o terc'hel kont eus yezhoù all ar bed a ra gant amzerioù merket e doareoù all, distag diouzh ar verboù penn-da-benn. Tennañ a ra ar pennadoù er rummad-mañ da vont-en-dro an amzerioù ha n'eo ket d'an vont-e-ndro an amzerioù-verb e brezhoneg, daosut ha ma vez komz diwar o fenn ivez e korf pep pennad. Displeget eo bet kement-mañ dija amañ. Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 05:50 (UTC)[respont]
... e kement skol ma komzer eus an traoù-se e brezhoneg, yezh ar pennad-mañ. Er skolioù all, digoroc'h spered an dud, e vez komzet eus holl yezhoù all ar bed, sur ha n'eo ket marteze. Pezh a fell din lavaret eo kement-mañ: n'eo ket fall implij gerioù anavezet evit sevel pennadoù sklaer ha bezañ komprenet gant an nebeudig lennerien vrezhonek a zo. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 06:57 (UTC)[respont]
Ya, met n'eo ket ar Wikipedia ur benveg dezhañ da bal pourveziañ danvez evit ar skolioù, daoust ha ma c'heller derc'hel e kont ar fed ma vo implijet er skolioù (pe get...) pa saver pennadoù. Ne denn ket ar pennadoù-mañ da yezhadur ar brezhoneg war-eeun met d'an amzerioù yezhadurel en un doare ledan, menneget ouzhpenn e korf pep pennad avat mont-en-dro an amzerioù-se e brezhoneg seul wezh ma c'heller evit ma vefe talvoudus ar pennadoù evit ar skolioù ivez. Savet eo bet un adkas diwar ar stumm "amzer-verb" evit ma vefe tu da gavout ar pennad-mañ. Ne welan ket e pelec'h emañ ar gudenn. Din-me e fell sevel pennadoù diwar-benn an amzerioù yezhadurel evel ma reer war dachenn ar yezhoniezh hag evel-hen em eus bet graet en ur reiñ plas do implijoù ha d'o mont-en-dro e brezhoneg evel-just (ha klokaet e c'hello bezal hep mar ebet). Ppe hini a c'hell sevel ar penandoù a fell dezhañ, kea? Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 07:05 (UTC)[respont]
Ppe hini a c'hell sevel ar penandoù a fell dezhañ, kea? N'em eus ket soñj bezañ bet e-touez ar re o deus miret ouzh hini pe hini da sevel pennad pe bennad gwech ebet. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2009 da 07:09 (UTC)[respont]