Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Patrom:User br

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Adlakaet em eus ar patrom-mañ evel ma oa bet troet e penn-kentañ ganin. Da'm soñj, er saviad dibar m'emañ ar brezhoneg ez eus ezhomm da resisaat muioc'h ar patrom-mañ eget ar pezh a gaver gant ar yezhoù all. Pa gomzer ur yezh Stad pe ur yezh ofisiel e c'haller soñjal ez eo ar yezh a gomzer yezh ur muianiver kevredigezhel (dre vras), yezh ar skoliata, da nebeutañ. Dre se e c'haller soñjal ez eo ur yezher a-vihanik ur yezher en deus ur vestroni klok eus e yezh. Evit ar brezhoneg n'eo ket evel-se emañ kont pell alese. Ur bern tud zo brezhonegerien a-vihanik met a gomz brezhoneg fall-put bremañ. Deuet eo dister o anaouedegezh eus ar yezh hag an ober o deus anezhi. N'ouzont na lenn na skrivañ, ha n'o deus nemet ur soñj darnek eus ar pezh eo ar brezhoneg (anaoudegezh lec'hel betek re). N'ouzont seurt eus istor ar yezh. Ne implijont o yezh nemet evit traoù dister a denn d'o buhez pemdez. Diouzh an tu all ez eus tud o deus desket brezhoneg ur wech deuet bras hag o deus tapet ul live yezh uhel-tre, gwelloc'h eget ur bern brezhonegerien a-vihanik a-wechoù. Bez'ez eus ivez tud zo brezhonegerien a-vihanik, peogwir zo bet bet komzet brezhoneg outo gant o zud, met a zo bet desavet gant tud bet desket ar yezh ganto. N'eo ket atav uhel-uhel live brezhonek an dud-se.

Setu, evit ar brehoneg, "brezhoneger a-vihanik" ne dalvez ket gwall dra gant an disheñvel m'eo degouezh hag istor pep hini. Gant ar patrom-mañ war ar wiki ez eus anv a lakaat an dud da briziañ petra eo live brezhonek gwirion an implijer. Setu perak em boa kavet mat menegiñ daou fed war un dro "brezhoneg da yezh-vamm" pe "mestroni leun" evit reiñ d'an dud titouroù resis. Er yezhoù all eo bet kemmesket ar fed kaout al live yezh uhelañ hag ar fed komz ar yezh-se da yezh-vamm. Evito ez a asambles. Evidomp eo un afer all, kempleshoc'h a-galz. --Fulup 8 Ebr 2006 da 11:08 (UTC)[respont]