Kaozeadenn Patrom:Tierniezhb

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eo ket gwall komprenus an anv a-vremañ (Patrom:Tierniezhb) evit an dud n'int ket boaziet d'e implijout. Kinnig a rafen lakaat unan sklaer hag a ziskouezfe splann e vez kaouz eus maouezed. Kinnigoù ? --Y-M D (kaozeal) 7 Meu 2010 da 11:36 (UTC)[respont]

Karout a rafen gwelout listenn an dud a ra gant ar boestoù-se evit barn pegement a wirionez zo er gerioù uheloc'h. Aes eo kompren ne servijont nemet d'ar re a sav pennadoù. Met n'eo ket difennet ober boestoù ha ne servijint ket muioc'h evit homañ. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 17:50 (UTC)[respont]
N'eo ket faos ar pezh a lavarez, met n'on ket sur e pefe komprenet ar pezh a lavaren. Kinnig a ra e vefe cheñchet anv ar patrom evit ma 'vefe aes kompren eus petra 'zo kaoz. Marteze n'eus nemet an dud hag o deus e grouet a vez o implij ar patrom, met ne vimp ket peurbadus ha marteze o do ar re o tont goude kudennoù evit kompren. Dre-se e kinnigan eeunaat an anv. Eeun eo d'ober ha sklaeraat a rafe an traoù. Tu 'vefe ober gant Patrom:Tierniezh-gwregel ha Patrom:Tierniezh-gourel evit an hini all da skouer. --Y-M D (kaozeal) 7 Meu 2010 da 18:03 (UTC)[respont]
Ne chomin ket da arguziñ war ar pezh na gomprenfen ket. Tierniezh zo ur ger benel, evel an holl anvioù a echu gant -iezh (din da c'houzout) ha sevel a ran krenn enep anvioù evel "tierniezh-gourel" ha n'int ket graet evit sklaeraat netra. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 18:09 (UTC)[respont]
Moarvat ne oa ket sklaer c'hoazh. C'hoant 'm eus e vefe sklaer ez eus ur patrom evit ar maouezed hag unan evit ar gwazed (en diabarzh ez eus un diforc'h "e"/"he"). Padal ne seblant ket resis an difroc'h anv etre an 2 batrom a-vremañ(Patrom:Tierniezhb ha Patrom:Tierniezh). Evit klask eeunaat an traoù eo e ran ur c'hinnig adenvel an hini gentañ e Patrom:Tierniezh-plac'h hag an eil e Patrom:Tierniezh-paotr. Komprenet eo ar wech-mañ ? A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Meu 2010 da 19:28 (UTC)[respont]