Kaozeadenn Patrom:Tabut lec'hanvadurezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eo ket mat, a gavan, ober gant "tabut lec'hanvadurezh etrebroadel". Eus petra ez eus kaoz? Eus "querelle de toponymie" e galleg moarvat. Gant gerioù uhel e vije da vihanañ "tabut diwar-benn al lec'hanvadurezh etrebroadel", pe "tabut a lec'hanvadurezh etre...". Met aze c'hoazh ne vijen ket a-du: ne gredan ket e vije lec'hioù etrebroadel ha re all ne vijent ket. Ouzhpenn-se n'eo ket eus se marteze ez eus kaoz, met eus envel e brezhoneg un anv-lec'h e-maez Breizh, evel Guadeloupe, Gwadeloup, Gwadloup. Pe Evrog ha York? Setu perak e kinnigan: Tabut diwar-benn anvioù-lec'hioù (enwau lleoedd e kembraeg) arallvro.Bianchi-Bihan 7 Ebr 2006 da 06:07 (UTC)[respont]

Graet kudenn ebet. --Neal 7 Ebr 2006 da 06:31 (UTC)[respont]