Kaozeadenn Patrom:Margodenn
mergodenn, margodenn, merc'hodenn? roit o sonj --Neal 10 Kzu 2006 da 17:09 (UTC)
- Er yezh lennek e tiforc'her peurliesañ merc'hodenn (muñeca) eus margodenn (títere pe marioneta). Fulup 10 Kzu 2006 da 18:00 (UTC)
- gwelloc'h "margodenn" amañ neuze d'am soñj. Trugarez.--Neal 10 Kzu 2006 da 18:38 (UTC)
- E yezh pobl Bro Gerne ne vez graet nemet gant mergodenn din da c'hoût... Simploc'h eta ;-) Benoni 10 Kzu 2006 da 18:52 (UTC)
- gwelloc'h "margodenn" amañ neuze d'am soñj. Trugarez.--Neal 10 Kzu 2006 da 18:38 (UTC)
- E yezh pobl Kerne ne gaver ket luc'haj wikipedian, troet diwar ar saozneg. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 01:53 (UTC)
Post ar vezh
[kemmañ ar vammenn]Peogwir ez eus savet amañ ur "post-ar-vezh", a servij da guzhat labour graet gant kontoù zo (labour diverket gant ur merour), lennomp pezh zo skrivet outañ: Ur vargodenn a c'hellfe bezañ an implijer/ez-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit gouzout hiroc'h.
- ... a c'hellfe bezañ... Diwar vartezeoù e lakaer an dud ouzh post ar vezh amañ? Diwar ur soñj personel hepken? Pelec'h emañ an doujañs ouzh ar c'henemglev?
- Din n'eo ket "implijerien" ar genlabourerien.
- Marionnette zo merc'hodenn, e geriadur Vallée; margodenn ha merc'hodenn e geriadur RH. Ne welan ket perak e vije lakaet kenlabourerien zo da verc'hodennoù. Ma n'eo ket evit o dismegañsiñ, ha dismegañsiñ o labour evel-just.
- Ur reizhadenn zo bet ankouaet gant ar reizherien: e c'hallfe bezañ. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 02:10 (UTC)
- Trugarez dit evit bezañ atav war evezh pa na vez ket resis ar yezh. Digaset eo bet ar c'hemmoù a veze goulennet ganit. Benoni (Kaozeadenn) 9 Kzu 2007 da 12:53 (UTC)
- Ar wech kentañ din abaoe tri bloaz gallout lenn un drugarekadenn war-lerc'h ur reizhadenn, kemm a zo marteze er speredoù, ma kroger da zerc'hel kont eus evezhiadennoù Yann Gouer.
- Ma n'eo ket en un holloueziadur e c'haller kavout ur yezh reizh ha resis pelec'h e vo? Tud zo a gav gwelloc'h lenn labour difazi ha direbech.
- Evezhiañ a ran pennadoù zo, ar re a skrivan enne (pe diwar o fenn).
- Ma vije reizh ar yezh ne vije evezhiadenn ebet d'ober. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)
Kenlabourerien = mergodennoù
[kemmañ ar vammenn]Ne vez ket lakaet kenlabourerion/ezed da vergodennoù: lakaet e vez da vergodennoù kenlabourerion/ezed implijet gante lieskontoù hep disklêriañ piv eo perc'henn warne a-benn klask plantañ reuz ha/pe mont e-bioù d'ur stankadenn. A galon, Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 09:55 (UTC)
- Sell 'ta, YAWN ebet en taol-mañ?
- Peseurt reuz zo bet gant an 11 kont serret gant Yann Verour? An 200 pe 300 pennad krouet ganto? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 13:36 (UTC)
- geo, YAWN bras-spontus. mat e vefe dit lenn un tamm pisoc'h: "a-benn klask plantañ reuz ha/pe mont e-bioù d'ur stankadenn" - evit a sell ouzhit ha da 11 (!!!) kont-se e oant bet stanket abalamour ma oa bet klasket o implijout a-benn mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 14:21 (UTC)
- Gwelout a ran ne ya ket war wellaat ar sevenidigezh e kornioù zo, ha ne vez ket lennet pezh a skrivan: :Peseurt reuz zo bet gant an 11 kont serret gant Yann Verour? An 200 pe 300 pennad krouet ganto? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 14:34 (UTC)
- Ha zoken ma vije bet krouet 1000 pennad gant ur c'henlabourer bennak e rank hennezh doujañ d'an hevelep reolenn hag ar re all koulz hag ar re all. Stanket e oa bet 11 kont bet krouet ganit peogwir e oa bet stanket da gont-implijer ha keit ha ma oa chomet stanket e fellas dit klask mont e-bioù d'ar stankadenn-se. Sklaer a-walc'h an displegadennoù bremañ d'am soñj. Ne respontin ket ken diwar-benn an afer-mañ. War a welan, n'eus forzh penaos, out-te an hini nemetañ chalet gant ar fed m'eo difennet ouzh ar genlabourerion implijout lieskontoùb evit plantañ reuz ha/pe evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 15:25 (UTC)
- Reiñ tro d'ar genlabourerien da labourat ha d'ar wiki da greskiñ a zo eil renk gant tud zo eta: lakaat o Reolenn savet ganto a dremen da gentañ. N'eo ket souezh ne yafe ket niver ar pennadoù war gresk.
- Ma'z out ken sur emañ ar brasañ niver ganit, laka an dud da votiñ. A-viskoazh em eus lavaret e vije ur reolenn adalek ma vije dibabet gant an holl. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 16:37 (UTC)
- Ha zoken ma vije bet krouet 1000 pennad gant ur c'henlabourer bennak e rank hennezh doujañ d'an hevelep reolenn hag ar re all koulz hag ar re all. Stanket e oa bet 11 kont bet krouet ganit peogwir e oa bet stanket da gont-implijer ha keit ha ma oa chomet stanket e fellas dit klask mont e-bioù d'ar stankadenn-se. Sklaer a-walc'h an displegadennoù bremañ d'am soñj. Ne respontin ket ken diwar-benn an afer-mañ. War a welan, n'eus forzh penaos, out-te an hini nemetañ chalet gant ar fed m'eo difennet ouzh ar genlabourerion implijout lieskontoùb evit plantañ reuz ha/pe evit mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 15:25 (UTC)
- Gwelout a ran ne ya ket war wellaat ar sevenidigezh e kornioù zo, ha ne vez ket lennet pezh a skrivan: :Peseurt reuz zo bet gant an 11 kont serret gant Yann Verour? An 200 pe 300 pennad krouet ganto? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 14:34 (UTC)
- geo, YAWN bras-spontus. mat e vefe dit lenn un tamm pisoc'h: "a-benn klask plantañ reuz ha/pe mont e-bioù d'ur stankadenn" - evit a sell ouzhit ha da 11 (!!!) kont-se e oant bet stanket abalamour ma oa bet klasket o implijout a-benn mont e-bioù d'ur stankadenn. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 14:21 (UTC)
11 kont serret
[kemmañ ar vammenn]Un tamm istor:
- 11 kont zo bet serret
- skrivet warne « gourdrouzoù », pa ne oa ket gwir, pa ne oa prouenn ebet, met tu ebet d’en em zifenn evel-just ;
- diverket eo bet listenn o oberoù war o fajenn pa'z eo lakaet ar "post ar vezh"-se
- d’an tamaller d’ober ar brouenn eus pezh a lavare, ha ne c’halle ket evel-just,
- lavaret em eus e oa direizh ar "post arvezh"-se
- ha kavet en deus gwelloc’h an tamaller kemm e damall abaoe . ‘’’Kemm an tamall war-lerc’h ur gondaonidigezh’’’ ! Biskoazh kemend-all : e peseurt bro e vez graet traoù a’r seurt-se ? Diskouez a ra pegen sirius e vez graet prosezioù zo.
- Hervez ar gwir (ret e vo ober pennadoù war ar gwir, kouda ?)
- n’haller ket kemm un tamall war-lerc’h ur gondaonidigezh. Sur on emañ kont evel-se ivez e stolladoù politikel glas pe ruz, hiriv an deiz.
- ur gondaonidigezh dre un abeg fall n'eus ket anezhi.
Kuzhat labour
[kemmañ ar vammenn]- N'em eus ket klasket 11 gwech, met gwir eo pezh a laran
- Ur wech da vihanañ: [[1]] "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Brazil hag Arc'hantina?
- Div wech da vihanañ: [[2]]. "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn korf an den?
- Teir gwech da vihanañ: [[3]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn stêrioù Breizh?
- Peder gwech da vihanañ: [[4]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn Kuba?
- Pemp gwech da vihanañ: [[5]], "stanket evit gourdrouzoù (sic)... gant e bennadoù diwar-benn ar boued?
Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 14:47 (UTC)
Fazi Wikicode
[kemmañ ar vammenn]Hag ur merour/verourez a asantje lemel ar merk fazius </span> er patrom-mañ ? Trugarez en a-raok. — Lagad Zoltec (kaozeal) 29 Ebr 2018 da 16:49 (UTC)
- Heñvel. — Lagad Zoltec (kaozeal) 23 Du 2018 da 21:19 (UTC)