Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Patrom:Dastaolioù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Klasket 'm eus eeunaat kinnig an daolenn hep kemm an dibaboù yezh; met en em gavout a reer gant

  • anvioù-verb diouzh un tu (krenañ, gwignal...) hag anvioù kadarn diouzh an tu all (paz, breugeud...). Ne vefe ket mat unvaniñ an doare? Pe ober hepken gant anvioù-verb (breugeudiñ, pasaat), pe hepken gant anvioù (breugeud, paz)?
  • gerioù 'zo a seblant bezañ "arbennik" pe re strizh. Ne vefe ket koulz ober gant gerioù "ledan o ster". Da skouer amañ "louf": al louf 'zo ur seurt bramm, lakaat "bramm" da bennger? Heñvel evit "dislonkañ", ur ger evel "c'hwediñ" a vefe marteze ledanoc'h ha neptuekoc'h.
  • bazailh eo ar stumm peurunvan (ha barailh ha badailh adstummoù) (evel hiriv hag hidiv e-keñver hiziv).Trec'hlid mitonet 7 Gen 2010 da 11:11 (UTC)[respont]