Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Patrom:Anv koreanek norzh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Korea eo an termen da zeverañ diwarnañ ha neket Kore. Korean/Koreaned a vez graet eus an annezidi. Koreaneg eo anv ar yezh ha neket koreeg. Kalz dizurzh zo er Wikipedia diwar-benn anvioù ar broioù hag ar pobloù.. Kinnig a ran e vez heuliet ar roll dave bet embannet gant An Here e dibenn ar geriaur brezhoneg evit ma rafe an holl gant an hevelep roll.

--Fulup 12:52, 05 Jul 2005 (UTC)

mat eo. a-du on ganit dre vras, met a-raok lakaat da vat pep tra bet graet gant an here, marteze e vefe mat dimp tabutal hag-eñ ez eo reizh da gentañ. penaos eo bet dibabet gant an dud kiriek evit ar roll broioù-se ar stummoù 'reizh' e brezhoneg? da lâret eo peseurt kriterioù zo bet implijet gante? un dachenn luziet-tre eo hounnezh ha n'on ket gwall sur e plijfe din pep kinning (rak kinnigoù n'int ken) bet great gant an here. chom a reer feal, da skwer, da anv 'orin' pep bro - ha 'groenland' 'bro c'hlas' 'gronlandia' pe 'kallallit nunaat' a ranker lâret ha perak? implijet e vez ar mems kriterioù evit holl broioù ar bed, h.a. lod ac'hanomp n'hon eus ket bet gellet prenañ geriadur an here c'hoazh. ha moian e vefe da lakaat al listennad broioù-se war aw wiad mod pe vod? Neal 5 July 2005 11:05 (UTC)


Gwir eo ar pezh a lavarez. Ar pezh zo n'hallo ket atav an holl bezañ bet o kemer perzh e kement labour zo war kement tachenn zo. Me a gav din memes tra, ma venner mont war-raok evit hor yezh, a-wechoù eo ret asantiñ mont da heul (da lavaret eo degemer dre vras, ar pezh na vir ket a genderc'hel da vagañ ar gaoz war kraf pe graf) al labourioù bet graet gant tud all pa hañval al labourioù-se bezañ frouezh ur preder stroll diazezet war pennreolennoù ha p'eo bet embannet an disoc'h anezho war levrioù dave (geriadurioù, levrioù skol, pennadoù kazetennoù niverus hag all). Ar reolennoù a oa bet degemeret dre vras a oa ar re-mañ : pa vez eus ur stumm brezhoneg testeniekaet madik (dre ar geriadurioù, ar c'helaouennoù brezhonek) ober gant ar stumm-se hag en em ziazezañ war ar stummoù klasel. Da lavaret eo ober gant Italia, Europa ha neket gant An Europ, An Itali. A-hend-all klask degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro (pe an treuzskrivadur anezhañ evit ar yezhoù na reont ket gant ul lizherenneg roman). Da lavaret eo ober gant Kyyiv, Mumbai, Beijing ha neket gant Kiev, Bombay pe Pekin. Ur roll zo bet savet gant Ofis ar Brezhoneg. Degemeret eo bet gant An Here/Al Liamm ha gant Mouladurioù hor yezh. Implijet eo bet ar stummoù-se war Kartenn ar Bed embannet gant TES ha skignet e-touez an holl skolioù divyezhek. Implijet e vez ivez war al levrioù douaroniezh bet embannet ganto (6vet, 5vet). Setu, da'm meno, ar furañ evit Wikipedia a vefe asantiñ implijout ar roll-se da roll dave, diouzh un tu, ha, digeriñ ur c'horn tabutal evit eskemm war ar pezh a hañvalfe da hini pe hini talvezout ar boan da vezañ adwelet. Klasket em eus lañsañ ar gaoz war ar c'hraf-mañ war ar bajenn Wikipedia:Kinnigoù. Tu a vefe da genderc'hel gant ar gaoz aze. Fulup 6 July 2005 10:34 (UTC)

Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Patrom:Anv koreanek norzh

Boulc’hañ ur gaozeadenn