Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Yun/dielloù/2005

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Trugarez evit bezañ brezhonekaet skeudennoù ar pennad ezklozadur. Penaos ac'h eus graet ? un toullad kartennoù all a garfen treiñ met n'ouzon ket penaos en em gemer. Fulup 30 Aug 2005 à 10:45 (UTC)

Pellgarget em eus paint shop pro. Penaos e vez graet evit diverkañ ar pezh zo skrivet hep diverkañ ar foñs ? Ha goude evit skrivañ rik heñvel met en ur yezh all ? Fulup 31 Aug 2005 à 16:07 (UTC)

Trugarez dit ivez evit da alioù war Paint shop. N'em eus ket klasket labourat gantañ c’hoazh. Evit troidigezh an etrefas, bremañ pa welan pelec’h en em gav an tammoù frazennoù e verzañ kalzik a fazioù pe traoù a vo da zigammañ (frazennoù savet a-dreuz). Graet e vo tamm-ha-tamm pa vo bet echuet brezhonekaat pep tra gant meziant ar wiki. Da'm soñj e vo nevezaet an holl etrefasoù a-barzh pell forzh penaos (ur stumm nevez a vo). --Fulup 5 Gwe 2005 à 17:48 (UTC)


Salut dit,

Gwengolo hepken gant un bennlizherenn pe an holl mizioù ? --Paotr 10 Gwe 2005 à 10:12 (UTC)

Slut Yun,

setu, ur gudennig am eus ha ne deuan ket d'he diskoulmañ. klasket meus bet graet n'oûn ket pet gwech fenoz da embann ur pennad diwar benn ar vogouleg met n'a ket en-dro an traoù. setu 'pezh vez skrivet. hag un diskould 'tefe? trugarez, Neal 27 Gwe 2005 à 19:39 (UTC)

Fazi bank roadennoù Ur pennad tennet eus Wikipedia, ar c'helgeriadur digor. Fazi ereadur er bank roadennoù. Setu ar goulenn bet pledet gantañ da ziwezhañ :

   (SQL query hidden)

adal an arc\'hwel "Article::insertOn". adkaset eo bet ar fazi "1062: Duplicate entry '0-Vogouleg' for key 2 (10.0.0.102)" gant MySQL.


salut dit, trugarez evit da respont. a-benn ar fin e oa bet diskoulmet ar gudenn drezi hec'h-unan pe gant unan bennaket all. marteze a-walc'h nne oa nemet ur gudennig bet en em silet er sistem ha war-lerc'h bet skarzhet kuit. Neal 30 Gwe 2005 à 17:39 (UTC)

Anvioù-lec'h estren e brezhoneg (eksonomiezh)

[kemmañ ar vammenn]
  • Da live an ABU ez eus ur strollad arbennigourien a bled gant an anvioù-lec'h, ar GENUNG eo (Groupe d'expert des Nations-Unies sur les noms géographiques). Krouet e oa bet diwar atiz Kebekiz e penn-kentañ. Ganto ez eus bet embannet un nebeud erbedadennoù evit klask kaout an hevelep reolennoù e pep bro ha lakaat un tamm urzh er bed luziet-mañ. An div reolenn bouezusañ eo
    • 1 : ul lec'h = un anv. Evit ma ouife an holl sklaer eus petra zo kaoz hag evit ma vefe plaenaet kudennoù zo. Lakaomp e Norzhiwerzhon e ra ar Gatoliked gant Derry hag ar Brostestanted gant Londonderry evit an hevelep kêr. Jeruzalem zo Jeruzalem evit Israeliz met Al-Quds evit Palestiniz hag an Arabed. Setu, evit ma vefe an nebeutañ a gudennoù emgompren evel-se e vez broudet ar Stadoù da ofisielaat stummoù o anvioù-lec'h hag e vez broudet an dud all da zegemer ar stummoù ofisiel-se evel m'emaint en o yezh dezho. Setu perak eo bet erlec'hiet Pekin gant Beijing (stumm romanekaet ofisielaet gant gouarnamant Sina). Heñveldra, eo deuet kêr Bombay da vezañ Mumbay ha Madras da vezañ Chennay en India.
    • 2 : an eil erbedadenn bouezusañ eo doujañ da reizhskrivadur yezh krouiñ an anv-lec'h. Da lavaret eo degemer en e yezh an anvioù evel m'emaint er yezh orin. Da skouer, stad Georgia er Stadoù-Unanet, a c'haller degemer dindan ar stumm Georgia (stumm ofisiel) e brezhoneg ha neket dindan ar stumm Jorjia (brezhonekadur un distagadur).

Mat, evel-just, seurt erbedadennoù n'int nemet reolennoù dre vras ha disheñvel eo boaz pep yezh ha pep bro. Mat eo gouzout kouskoude ez a an erbedadennoù etrebroadel war an tu-se ha n'eo ket war an tu azasaat pep anv estren e pep yezh. Evit ar brezhoneg e kaver a bep seurt. Emglev a oa bet etre Ofis ar Brezhoneg (ennañ ur servij a bled gant an anvioù-lec'h), An Here ha TES evit diazezañ reolennoù. Diwar ar reolennoù degemeret aze eo bet embannet kartenn ar Bed gant TES, ar c'hartennoù a gaver el levrioù Istor ha Geografiezh hag ivez roll geriadur an Here. Abaoe e vez implijet stummoù ar roll-se er gelaouenn Bremañ ivez. Ar pezh a oa bet divizet dre vras eo kement-mañ : pa vez ur stumm brezhonek testeniekaet mat er skridoù evit an anvioù estren : derc'hel d'ar stumm-se, da skouer Londrez, Pariz, Bro-Saoz, Spagn, hag all. Pa n'eus ket a stumm brezhonek testeniekaet mat (ur stumm a vez kavet e meur a oberenn, e meur a gelaouenn, dindan bluenn tud disheñvel), klask degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro : Costa Rica, Belarus... Mat, n'eo ket aes atav gouzout petra zo testeniekaet mat ha petra n'eo ket. Ar pezh a gont a gav din eo e oa bet tu da dizhout ur seurt treuzvarc'had hag ez eus bet embannet oberennoù pedagogel diazez gant ar stummoù-se. Setu, kavout a ra din n'eus nemet mad da gaout diwar implijout ar stummoù a gaver e geriadur an Here ha pa vefe tu da arguzenniñ war stumm pe stumm, forzh penaos ne vo morse a-du an holl war ur roll evel-se. Oc'h heuliañ ar roll zo en Here en em lec'hiomp dre vras el luskad etrebroadel a embann e ranker degemer ar stummoù evel m'emaint e yezh ar vro. Evidomp-ni Bretoned eo ivez un harp evit ma vo ofisielaet un deiz stummoù evel Kemper pe Ar Roc'h-Derrien e-lec'h Quimper pe La Roche-Derrien. --Fulup 27 Her 2005 da 09:38 (UTC)[respont]

Trugarez dit, Fulup, skaeroc'h eo. Marteze e c'hellfes sevel ur pennad war an eksonomiezh?--Yun 27 Her 2005 da 11:07 (UTC)[respont]

Ya, marteze a-walc'h, evit poent e kavan aesoc'h treiñ eget sevel avat (diouer a amzer). Trugarez atav evit bezañ lakaet ur skeudenn war ar pennad Naso. Mankout a rae met ne oa netra er pennad spagnolek orin. Kalz bravoc'h eo bremañ --Fulup 27 Her 2005 da 14:05 (UTC)[respont]

goulenn skoazell evit skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Oc'h adlabourat emaon war ar pajennoù zo ezhomm evit skoazellañ ar Wikipedourien nevez da gemer perzh er raktres. Adkempennet em eus ar pajennoù Skoazell:Kammedoù kentañ diwar skouer ar pezh zo e galleg. Teir fajenn zo bremañ. Lakaet em eus liammoù evit skeudennoù met n'ouzon ket penaos en em gemer evit krouiñ ur skeudenn eus ar skramm brezhonek evit diskouez skouerioù. Daoust ha tu zo dit sikour ac'hanon evit ober war-dro an dra-se ? Gallout a rez mont war fr:Aide:Premiers_pas er wiki gallek evit gwelet penaos eo ar skeudennoù. Mankout a ra teir skeudenn en holl, div war Skoazell:Kammedoù kentañ hag unan war Skoazell:Kammedoù kentañ/2. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 26 Du 2005 da 12:58 (UTC)[respont]

Graet eo. Trawalc'h eo pouezañ war an douchenn moulañ skramm evit eilañ ar pezh a vez diskwelet war ar skramm. Goude se e c'heller pegañ an dra-se e-barzh Paint pe Paint Shop Pro ha labourat war ar skeudenn.--Yun 27 Du 2005 da 11:54 (UTC).[respont]

Dispar, trugarez vras dit. Pellgarget em boa Paint shop pro met kalz a boan am eus bet oc'h ober gantañ evit cheñch skeudennoù, dreist-holl evit diverkañ ha skrivañ war c'horre; ne zeue ket brav ha treiñ a raen sod. Trugarez c'hoazh. --Fulup 27 Du 2005 da 14:17 (UTC)[respont]

Patromoù babel

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez dit da vezañ kempennet ur patrom babel nevez evit an esperanteg. Hir-tre hag arabadus-kenañ eo kempenn an holl patromoù gant an niver spontus a yezhoù zo. Evit poent e oan bet ma-unan gant se hag un tamm digalonekaet e oan rak a labour a chom d'ober c'hoazh. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:13 (UTC)[respont]

Sikour adlenn mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Mar plij, ma'z peus un nebeud amzer, ha tu a vefe dit d'ober un tamm adlenn d'ar pennad E=mc² ? N'eus ket ur skiantour ac'hanon ha n'on ket sur eo peurreizh ma zroidigezh (pell alese). Labouret em eus diwar ar pennad saoznek. Emañ war talbenn ar Wiki ar sizhun-mañ ha droch e vefe ma chomfe traoù spontus e-barzh. Trugarez vras dit en a-raok. --Fulup 18 Kzu 2005 da 22:51 (UTC)[respont]