Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 10
Article requests / Pedadennoù Translation requests for religion-related articles will be immediately removed. Diverket e vo raktal pedadennoù evit treiñ pennadoù a denn d'ar relijion. |
Nis, not nice?
[kemmañ ar vammenn]A-raok kemm un anv, ne vije ket fall kaozeal. Lod all a ra. Bremañ ne chom ken dit kemm ar ger er pennad. Un tamm hiroc'h e vo.Bianchi-Bihan 2 Du 2006 da 17:57 (UTC)
ha n'eo ket bet kemmet? hag un abeg resis 'teus evit kavout gwell brezhonekaat ar stumm gallek kentoc'h evit brezhonekaat ar stumm okitanek, dreist-hholl pa vez ar stumm Nisa an hini a gaver e geriadur Roparzh Hemon? me 'gave din e ranke bezañ ur fazi nemetken, setu n'an ket da c'houlenn bewech ma kavan un dra skrivet fall (hervez ar stummoù anavezetañ, evel-just, ha n'eo ket diouzh ma c'hoant-me). ma, ma 'teus c'hoant implijout stummoù gallekaet hag advrezhonekaet anvioù-lec'h zo disheñvel diouzh an implijoù boutin, lâr din ha tu e vo da gaozeal diwar-benn ar poent-se etrezomp-ni holl. Betek-hen e vefe gwell ober gant stummoù a c'hell pep hini o c'havout en uj doare aezet. ha sevel un adkas a c'hellfen ober ma 'teus c'hoant. ha na ankoue ket, moiaen zo da menel sevn atav ivez - un tammig berroc'h e vo --Neal 2 Du 2006 da 18:04 (UTC)
Karout a rafen bezañ gouest da implij ar wikipedia brezhonek da zeskiñ anvioù an departamantoù gall d'am bugale evel ma implijan al Larousse da zeskiñ dezho broioù Afrika.
- n'eo ket bet savet evit ar pal-se mac'hat, met bez' e c'hellez ober memestra. n'eus forzh penaos, ma vefont lakaet e galleg holl ingal eo ober gant ar wikipedia e brezhoneg, gant al larousse pe c'hoazh gant ar wikipedia e galleg evit deskiñ o anvioù.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
Lakaat anvioù brezhonek d'an departamantoù zo droch peogwir ne servijint ket: n'eus ket bet ezhomm anezho a-raoK, ne vo ket ezhomm anezho war-lerc'h war zigarez ma vint bet ijinet da lakaat e-barzh wikipedia, ha n'o deus ket kalz chañsoù da vezañ adkemeret en ul levr douaroniezh embannet gant TES.
- ken "droch" int (gerioù gros atav ganez, trugarez) ha lakaet e brezhoneg anvioù departamantoù breizh evel h "Finistère" > "Penn-ar-Bed" ha ne oa ket bet oute a-raok ivez evel-just. "droch" int, evel ma lârez, peogwir n'out ket boas oute, setu tout. ha goulennet e oa bet ali an hoill a.-benn kavout an doare gwellañ d'o zreiñ e brezhoneg (kenlabourat n'ec'h eus ket graet war an afer -se, rak re "heuget" e oas). ne dalvez ket ar ger "radar", bet krouet a-ratozh-kaer e 1941 e saozneg? ne oa ket bet anezhañ a-raok ivez, met boaziet out bet outañ ha ne seblant ket ken droch ken hiziv ha ma seblante d'ar mare-se sur ha n'eo ket marteze. TES n'eo ket mestr war ar wikipedia ivez, met ne vern, pa vez adkasoù e c'heller mont d'an eil stumm d'egile hep poan ebet. setu, n'eus kudenn ebet implijout stummoù disheñvel war ar wikipedia diouzh ar re a gever e lec'h all.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
EFED: Mont a raio an dud ordinal da sellout e-barzh ar wiki gallek peogwir e c'hallor fiziout ennañ evit an anvioù ofisiel. Ma n'eo ket graet ar wikipedia brezhonek evit ma vo sellet outañ, ne vo ket graet. Setu disoc'h an tamm enklask graet en dro din.
- war a welan-me ec'h eo aet kalz war-raok an niver a dud agenlabour war ar wikipedia e brezhhoneg hag ivez an niver a bennadoù da gaout. evel-just ec'h aio an dud da sellet war ar wikipedia e gallek peogwir e kaver ennañ kalz muioc'h a bennadoù. ne vern da damm enklask-te e gwirionez, rak da vont war an hent-se e vije ret d'ar genlabourerion sevel ar pennadoù bet pedet gant an dud ma'ch out bet da c'houlenn digante ha n'a ket en-dro evel-se. mne lâran ket e vefe mat klask kenlabourat gant skolioù hag all, met n'ahallont ket dont da vezañ mest war ar raktres hag a zo libr e meur a geñver.--Neal 4 Du 2006 da 08:23 (UTC)
A-hend-all e karfen adsevel skeudennoù evit bikini, kavet er wiki italian. Ma anavezez unan... Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 07:11 (UTC)
Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
[kemmañ ar vammenn]Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 08:34 (UTC) (Merour)
Salud dit ! Graet em eus ur c'hinnig all war ar bajenn Kaozeadenn. Ne'm eus ket bet c'hoant lakaat ar c'hinnig-se war ar bajenn Votadeg, rak reuz a-walc'h zo war an dachenn-se dija... Peogwir eo bet savet pajenn ar Votadeg ganit e kinnigan dit mont da welet ar pezh am eus kinniget. Hag evel merour e weli ha mat eo da ouzhpennañ war bajenn ar Votadeg.--Llydawr 6 Du 2006 da 17:33 (UTC)