Kaozeadenn Implijer:Boxy~brwiki

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Orin ar vuhez : Etre an holl zamkaniezhioù, pehini a choazit ? -“Damkaniezh ar c’hrouidigezherezh” : ur boud speredel hollc’halloudek a grouias ar bed danvezel, koskoriad an Heol, ar blanedenn Douar, ar vuhez warnañ hag ar spesad denel. Difennerein an damkaniezh-se a vez anvet ar grouidigezherien. Ar boudoù krouet (pe ul lodenn vihan anezhe : an “ene”) o devez ur vuhez peurbad. -“Gwel skiantel” : an danvez a voe krouet goude ar “Big Bang” hag en em dreuzfurmas e tolzennadoù lerc’h-mañ-lerc’h, hag a yeas d’ober ar stered hag ar planedennoù. Ar vuhez a zeuas war hor planedenn ha pep spesad a ziwanas, leugnas an Douar ha varvas evit lezel ar plas da spesadoù all pe gempleksoc’h, pe a glote muioc’h d’an endro. Ar boudoù o devez ur vuhez berrpad. Se a vez anvet “Darwinegezh, emdroadur ar spesadoù”, ha he difennerien an darwinegezherien. Pep strollad a vo rannet e meur a hini all ken bras eo hon digompren war orin ar vuhez. Ar skoueroù ijinet gant ar skiantourien evit dislâret ar grouidigezherien – an olifanted o treiñ e balumed ; ar pesked o tapout izili hag en em dreiñ e leoned douarel ; ar stleviled oc’h en em dreiñ e lapoused pe bronneged,…- a vez ken digredus ha diveizus ken ne servijont da brouiñ netra. Pezh zo mantrus eo ar fed e kemeras ur bern emsavioù politikel pennaennoù Darwin evel digarez evit gwiriañ o soñjoù (marksouriezh, naziegezh ha frankizouriezh en o zouesk) peogwir e venege an darwinegezh treuzvevadur ar spesadoù a-drugarez d’ar re grenvañ. Setu un nebeud fedoù a ya a-enep an darwinegezh : 1/ Ar spesadoù a za war-wel d’un taol trumm, hep spesadoù etreze hag o “hendadoù”. 2/ Pep spesad “deuet” war Zouar a vez en ur stad peurglok, difazi, ha ne cheñch ket e-pad un amzer hir. An traoù-se a vo lâret evit ar plant, al loened hag ar spesad denel. 3/ Diaes eo da gompren an diforc’hoù etre ar spesadoù gouez hag ar spesadoù doñv ha penaos e erruas an dud er ragistor da sevel an ed, ar mais, ar riz, ar vuoc’h, an danvad, ar c’hi, ar c’hazh, …Un trede doare da welet a zo o tont da vouñtañ-divouñtañ ar soñjoù. An damkaniezh-mañ a vez graet anezhi “Arallgeneliezh ar vuhez” pe “Emellerezh”. An emellerien a soñj dezhe e oa harpet ar vuhez gant boudoù (egorerien, skiantourien,…), evel ma vez kontet hon Istor e testennoù henañ an denelezh (er Bibl, e skridoù en Indez, Suamerika,…). Ar boudoù-se, krouerien ar vuhez, a vefe “doueed” graet gant kig hag eskern. Deuet e oant evit harpañ ar sevenadurioù denel e Mezopotamia, Egypt, Suamerika pe Indus.Araok Darwin e oa un damkaniezh nemeti evit displegañ krouidigezh ar bed. Abaoe Darwin ez eus unan all n’eo ket deuet a-benn da ziluziañ iskisterioù ar vuhez. Hag-eñ e komprenimp gwelloc’h gant an trede a zo o tont ? (Muioc’h a geleier: un toulad levrioù a vo da lenn, en o-zouesk :Nexus niv 43, Meurzh/Ebrel 2006, pe niv 22,25 ha 26 gant ar pennadoù-skrid “Evolution des espèces, entre darwinisme et créationnisme, une troisième voie” gant Lloyd Pye; lec’hienn : www.nexus.fr (en français) www.lloydpye.com (in english)Levr Robert Charoux : “Histoire inconnue des hommes depuis 100000 ans”) Testenn tennet eus ar gelaouenn 'ar Gremm Dieub' niverenn 3

Demokratelezh[kemmañ ar vammenn]

[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)[respont]

Your account will be renamed[kemmañ ar vammenn]

17 Meu 2015 da 19:23 (UTC)

19 Ebr 2015 da 02:47 (UTC)