Kaozeadenn Implijer:90.32.247.76

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat deoc'h, Emaoc'h o paouez kemm ar pennad en ur skrivañ « An alc'hwez war 1 linenn hepken » : ali on ganeoc'h penn-da-benn, nemet ne oa nemet ul linenn ivez ouzh skramm ma urzhiataerez pa'm eus laket ar skeudenn en upright=1.00 !... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gwe 2018 da 09:33 (UTC)[respont]

N'hall ket bout, pa'z eo 220px ment diouer upright=1 war forzh petore skramm ; war unan 17" (1600x900px) hag unan 21" (1920x1080px) e labouran ingal, ha war 2 linenn bepred evez an alc'hwez pa vez 220px ar vent. Ne vern, bouetaet em eus ar rann ha kemmet an alc'hwez. Trugarez deoc'h. --90.32.247.76 2 Gwe 2018 da 10:00 (UTC)[respont]

« N'hall ket bout » ? Gall 'vat ! A-hend-all n'em befe ket kredet kemm ho roadennoù : divent e oa ar skeudenn ouzh ma skramm ha n'on ket evit lâret deoc'h abalamour da betra. Ober a ran gant un urzhiataer 17" ivez ment ar skramm anezhañ. Biskoazh kemend-all, ne gomprenan takenn ! Krogit hardizh er pennadoù a denn d'an evnoniezh pa garfet. Dre ma oa bet cheñchet ur bern kerentiadoù, genadoù ha spesadoù en abeg da araokadennoù ar skiantoù, ne ran nemet dic'harzhañ ar c'hleuzioù hep mont re bell evit poent. Da ziwall 'zo, koulskoude : meneget eo an daveenn « Biolife International » div wech er pennad bremañ...--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gwe 2018 da 10:18 (UTC)[respont]

Salud deoc'h adarre, Ha gallout a refet lâret din penaos e teu titl ar skeudenn er rann « Annez » : ul linenn hepken (din-me) pe div ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gwe 2018 da 11:39 (UTC)[respont]

Ul linenn hepken war an 2 skramm, daoust da vent ar skeudenn bout 220 x 0.95 = 209px. ;-) --90.32.34.128 2 Gwe 2018 da 15:56 (UTC)[respont]
Ma, chomomp war evezh rak n'em eus ket komprenet petra 'oa arruet gant Taphrolesbia griseiventris‎. Trugarez deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 2 Gwe 2018 da 17:13 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.