Kaozeadenn Implijer:90.32.113.133

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat, "Direizh eo e kasfe ar c'hlask Eudyptes pachyrhynchus d'ar pennad Mank Rakiura m'emañ resisaet n'eus anv brezhonek boutin ebet d'ar spesad." : koll amzer a rit rak ne ra an implijer Couiros22 na forzh na brall gant alioù pe erbedennoù an implijerien all. Un doare kamikaze o nijal dre ar Wikipedia an hini eo. Klaoustre e vo respontet "Ya, greüs eo" deoc'h gantañ...--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 12:15 (UTC)[respont]

¡Caramba! Ha pelec'h emañ ar rikted aze, koulz skiantel ha yezhoniel ? Ne c'hall ket *Mank Rakiura treiñ da zave divrall evit an holl studierion vrezhonek nemet abalamour m'eo bet ijinet hag embannet war Wikipedia gant 1 den hepken ??--90.32.113.133 12 C'hwe 2016 da 12:23 (UTC)[respont]
Gall !--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 12:37 (UTC)[respont]
OMG ! Gwelet em eus un nebeud eskemmoù a zo bet diwar-benn ar c'hraf-se. Ne seblant ket ar verourien bout gwall efedus. Gwellañ tra d'ober – da'm soñj bepred — eo e kinnigfe Couiros22 e droidigezhioù da DermOfis en un doare skiantel ha yezhoniel ha gortoz an disoc'hoù. Bezet pe vezet, ne vije nemet un toulladig tud oc'h ober war-dro, met ur voulc'hadenn e vije. Renabliñ eo pal un holloueziadur, n'eo ket krouiñ traoù. Daveoù sonn zo ezhomm.--90.32.113.133 12 C'hwe 2016 da 13:17 (UTC)[respont]
Kemmet e oa bet ar pennad diwar-benn Eudyptes pachyrhynchus, roet an abeg "anv kenedek" gant Couiros22. An hini diwar-benn Spheniscus demersus a oa bet kemmet, roet an abeg "anv dereat" gant an hevelep implijer. Ne chom nemet ar merour Y-M D amañ ha sur a-walc'h n'en dez ket amzer a-walc'h d'ober war-dro. N'em eus ket kredet krouiñ anvioù boutin betek-hen, ober ur c'hempenn d'an tamm labour divent bet boulc'het gant an implijer Gouerouz ne lâran ket dre ma kemm buan ar rummatadur en abeg da araokadennoù ar genetik molekulel peurgetket. Mont a ran war ma fouezig ha freskaat an holl roadennoù a gerentiad da gerentiad, a c'henad da c'henad da gentañ-penn. Padal, ma ya an traoù da drenkañ gwashoc'h c'hoazh abalamour da emzalc'h droch an implijer Couiros22, ne gendalc'hin ket gant an tamm labour-se, anat din.--Prieladkozh (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 14:02 (UTC)[respont]
Ul lazh-spered eo al labour-se pa vezer mennet d'e gas da bennvat en ur chom gant un hentenn skiantel, hag ur peurlazh eo pa vezer o vrezeliñ ouzh an den all nemetañ a ra war-dro ivez... E-kichen kas e ginnigoù da DermOfis e c'hellfe Couiros22 o menegiñ war ar pajennoù Kaozeal, gant arguzennoù ken sonn ha ma rankfe an daveennoù bezañ (pa vez). Mar kendalc'her da c'hoveliañ anvioù "brezhonek" war tachenn al loenoniezh e tigorer an nor d'an hevelep reuz war hini al louzawouriezh, hep komz eus hini ar foueoniezh ; gwall baour eo ar brezhoneg war an tachennoù-se, ur fed istorel eo, ha ret eo e zegemer evel m'emañ. Kalz pobloù a ra gant anvioù latin dre ziouer a anvioù en o yezh, abalamour ma komzont eus spesadoù a zo estren dezho ; dre al latin e c'hall forzh piv gouzout a be loen/plantenn/foueenn e vez kaoz ; koulz chom gant al latin neuze pa ne c'heller ket ober e doare all.
A-fed an treiñ diwar ar saozneg, evel ma seblant Couiros22 ober alies : gwelloc'h e vefe marteze klask an anvioù lec'hel a vez implijet gant an dud a vez e darempred gant ar spesadoù en o bro, gwelet hag-eñ ez eus ur poell a yezh da yezh, menegiñ an disoc'hoù er pajennoù Kaozeal ha degas boued da DermOfis. Kalz labour, met spletus.
N'on ket gwall domm ouzh TermOfis, met ret-mat eo din anzav ez eo hon doare Akademiezh evit ar mare, hag e berzh eo dirouestlañ hevelep kudennoù.
Kalon deoc'h ! Dispar eo al labour emaoc'h oc'h ober. :) --90.32.113.133 12 C'hwe 2016 da 18:53 (UTC)[respont]

Demat, Emañ ar wirionez ganeoc'h ha ne welan ket petra a c'hellfen ouzhpennañ ouzh ho kerioù.--Prieladkozh (kaozeal) 13 C'hwe 2016 da 10:16 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.