Kanol (kanolierezh)
Neuz
Ur c'hanol (eus al latin canna, « korzenn ») a vez graet eus an holl bezhioù kanolierezh oc'h implijout poultr pe treloskoù all evit bannañ ur vannadell, pe e vije unan tarzh pe get. Ar c'hanolioù zo liesseurt hervez o ment, o fiñvusted, o gobari, tizh an tennoù, ar c'horn tenn, hag o nerzh. Doareoù kanolioù a c'hell kemmeskañ meur a zoare hervez ar roll a vez fiziet enno war an dachenn emgann. Hiziv-an-deiz e vez implijet nebeutoc'h ar ger kanol ; graet e vez muioc'h gant « kanolierezh/artilheri » pe «arm-tan». Implijet e vez ivez gerioù resisoc'h evel « obuzer » pe « howitzer ». Evit an emgannoù nijerezed e chom implijet alies evit ober anv eus ar c'hanolioù emgefreek a gaver war ar c'hirri-nij brezel.