Kanenn d'al Levenez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Ganenn d'al Levenez a zo deuet da vezañ kanenn Unaniezh Europa, met nann-ofisiel eo an implij, pa ne vo ket lakaet a-ratozh evel arouez Unaniezh Europa er feur-skrid nevez divizet e 2007 evit chom hep feukiñ ar re a soñj ne dle ket un unvaniezh riezoù kaout ur seurt kan broadel. Savet eo bet diwar varzhoneg An die Freude savet gant Friedrich von Schiller. Ar sonerezh brudet a zo tennet diouzh an 9vet Simfonienn en Re-minor gant Ludwig van Beethoven. An droidigezh vrezhonek a zo bet savet gant Jakez Konan. Kan Unaniezh Europa a ra gant pozioù 1, 2, 8 ar varzhoneg. Embannet eo bet ar c'han-mañ gant ar gelaouenn Al Liamm[1].


Notennoù[kemmañ]

  1. Al Liamm, Nnn 338, p 3