Kambr (empenn)

Eus Wikipedia
Ar c'hambroù en empenn
Ar c'hambroù hag al liammoù etreze

Kambroù an empenn zo kavennoù e-barzh an empenn, liammet ouzh kanol greiz ar mel-livenn, hag a red al liñvenn empenn-mel enne.

Peder c'hambr a zo :

  • kambr gostezel dehou
  • kambr gostezel kleiz
  • trede kambr
  • pevare kambr

Gronnet eo pep kambr gant ar rouedad tolgennek a vez borc'het ganti al liñvenn empenn-mel, savet diwar elfennoù eus ar plasma. Darempredoù zo etre ar c'hambroù a-drugarez da :

  • toull etre-kambroù (darempred etre pep kambr gostezel hag an trede kambr)
  • dourbont an empenn (etre an trede hag ar pevare kambr)

Un digor kreiz ha daou digor kostezel zo er pevare kambr. Dreze e tremen al liñvenn empenn-mel evit mont d'ar gavenn edan-gevnidek.

e ruz : ar c'hambroù kostezel ; e glas : trede (e krec'h) ha pevare kambr (en traoñ)