Kalydon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaludon)
Kêr g-Kalydon

Kalydon (Καλυδών, Kaludôn en henc'hresianeg) zo ur polis kozh en Aitolia, e kornaoueg Bro-Hellaz. War lez kornôk ar stêr Evinos emañ, en hanternoz pleg-mor Korinthos.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra hec'h anv eus hini an den he savas, Kalydon, mab da Aitolos ha Pronoe. Dimeziñ a reas da Aiolia ha div verc'h o doe, Epikaste ha Protogeneia.

Ur voger a 3 km a oa en-dro dezhi.

Gwelet e vez ar rivinoù anezhi e kêriadenn Evinoc'hori, war-lerc'h ar pont dreist ar stêr Evinos.

Kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En akropolis e oa un templ bras, anvet Lafria, en enor da Apollon hag Artemis[1].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Paosanias ar Beajour, Deskrivadur Bro-C'hres vii.18.8.