Mont d’an endalc’had

Kalmoukeg-oirateg

Eus Wikipedia
Skritur kalmoukeg, en traoñ

Ar c'halmoukeg (хальмг кельн , khalmg kelen, c'halmg keln, "yezh c'halmek" ), a zo unan eus ar yezhoù mongolek, rannyezh an Oirateg. Evel an holl yezhoù mongolek ez eo ur yezh agglutinadurel.

Ar c'halmoukeg eo yezh ofisiel Republik Kalmoukia, ur stad a zo lodenn eus Kevread Rusia. Komzet e vez e Republik Pobl Sina, e lec'hioù pe rannvroioù ma z'eo sevenadur oirat bev, dreist-holl e Rannvro Emren Ouigour e Xinjiang hag e proviñsoù Qinghai ha Gansu ; hag ivez e kornôg Mongolia.

Ur yezh en arvar eo. Desket e vez e skolioù bennak[1]. Hervez an UNESCO (e 2012) emañ ar yezh "en arvar "[2].

E-touesk an holl yezhoù tennet eus an oirateg, ar c'halmoukeg nemetañ eo an hini deuet da vezañ ur yezh lennegel.

Diazet eo skritur ar c'halmoukeg war lizherenneg ar yezh oirat savet e 1648 gant Zaya Pandita, manac'h boudaat eus Tibet[3],[4].

  1. ↑ Kalmyk-Oirat, www.ethnologue.com, lennet 11/11/2026
  2. ↑ UNESCO Atlas of the World's languages in danger, lennet 11/11/2026
  3. ↑ György Kara (2005). Books of the Mongolian Nomads: More Than Eight Centuries of Writing Mongolian. Indiana University, Research Institute for Inner Asian Studies
  4. ↑ Peter T. Daniels, William Bright (1996). The World's Writing Systems. Oxford University Press