Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche

Eus Wikipedia
Ar savadur kozh hag ar savadur nevez
An iliz e-tro 1900

Iliz eñvor an Impalaer Wilhelm (alamaneg : Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche) zo un iliz lec’hiet e straed Kurfürstendamm e Berlin. Savet eo bet etre 1891 ha 1895, diwar raktres Franz Schwechten. Fellout a rae d’an impalaer Wilhelm II Alamagn enoriñ e dad-kozh, Wilhelm Iañ. Doare romanek ha nevezromanek eo an iliz. Distrujet eo bet e-kerzh ur vombezadeg e 1943. Ar pezh a chomas (ul lodenn eus an tour) a voe anvet der hohle Zahn (an dant toull). Un iliz nevez a voe savet etre 1951 ha 1961, peg ouzh an hini gozh, diwar ur raktres gant Egon Eiermann. Enni ez eus ur groaz savet gant tachoù bet dastumet el lec’h m'edo iliz-veur Coventry, bet distrujet e-kerzh an Eil brezel-bed ivez. Kensakret e voe d’ar 25 a viz Mae 1962, ar memes devezh hag iliz-veur nevez Coventry (hag a zo bet savet ivez e-kichen dismantroù an iliz-veur gozh). Ouzhpenn kroaz Coventry e kaver enni ur skeudenn ikonek anvet Madona Stalingrad, savet gant al letanant Kurt Reuber, e miz Kerzu 1942 e Stalingrad (Volgograd hiziv an deiz), evel arouez eus adunvanidigezh an teir bro goude an Eil Brezel bed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.