Kahina

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dihya, hervez un delwenn e Khenchela, en Aljeria

Dihya pe Kahina (ⴷⵉⵀⵢⴰ e berbereg) a oa ur rouanez ha brezelourez verber er VIIvet kantved hag a unvanas ar meuriadoù amazigh evit stourm ouzh an aloubadeg vuzulman e Numidia. Ganet e voe e deroù ar VIIvet kantved ha mervel a reas e 703, e Biskra moarvat.

Meur a stumm zo d'he anv : Daya, Dehiya, Dihya, Dahya pe Damya. He lesanv arabek e oa al-Kāhina (ar velegez, an divinourez), roet dezhi gant he enebourien abalamour ma kave dezho e oa gouest da ziawelet an amzer da zont.