Mont d’an endalc’had

Kaezouregezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaezouregez)

En ur ster ledan eo ar gaezouregezh[1] an oad ma krog korf ur bugel da gemmañ evit dont da vezañ un den gouest da engehentañ. Krennarded ha krennardezed a vez graet eus an dud erru en oad-se mui-pe-vui. Deveret eo ar ger eus kaezour a da dave d'an takadig korf tric'hornek a-us d'an organoù genel.
En ur ster strizh ez eo ar gaezouregezh stad ar grennarded hag ar c'hrennardezed neuze.

Tamm-ha-tamm e tiorro ar gaezouregezh, o kregiñ gant kemmoù neuronel er gouzerc'hvel, ha drezo e vez kenderc'het hormonoù a gas arhentoù etre an empenn hag an ardivink-genel hag a ya war gresk da heul en ur genderc'hañ steroidoù reizhel hag a gas da gemmoù er c'horf.

Kemm-digemm e vez an oad ma krog ar gaezouregezh hervez an eil den pe egile, hag ivez dindan levezon elfennoù resis evel ar boued, an endro hag all.

Daoust d'ar c'hemmoù degaset gant ar gaezouregezh bezañ bredoniel ha fizikel, sklaeroc'h eo ar c'hemmoù fizikel hag aesoc'h da zeskrivañ a-benn tizhout un termenadur rik.

Kemmoù er merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diorroadur ar merc'hed

Diorroadur an divronn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus kemmoù fizikel kentañ eo hennezh, pa grog an divronn da greskiñ tro-dro da 10,5 vloaz. Pemp pazenn zo ken na vez tizhet ar vent diwezhañ.

Kaezour (blev moudennek)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e teu war wel ar blev tro-dro d'an diweuz diouzhtu pa grog an divronn da greskiñ. A-wechoù e teu war wel a-raok ma krog an divronn da greskiñ (30% eus ar merc'hed). War-lerc'h e vez gwelet stankoc'h-stankañ ar blev o kreskiñ tro-dro d'ar voudenn, dindan an divgazel hag ivez war an divhar.

Ardivink-genel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmañ a ra ivez ar gouhin abalamour d'an estrogen a vez kenderchet muioc'h-mui gant ar c'horf : tevaat a ra, ha dont da vezañ roz-sklaer e liv. Kreskiñ a ra ivez e-pad daou vloaz war-lerc'h ar mammog hag ar vierezioù.

Amzerioù ha strujusted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menarche a vez graet eus an amzerioù kentañ, a deu war wel tro-dro da 12-13 vloaz ; direolek er penn-kentañ e teuont da vezañ miziek mui-pe-vui war-lerc'h. Viadur a c'hell c'hoarvezout pe get en amzerioù kentañ ivez, met daou vloaz goude an amzerioù kentañ e vez viet meur a wezh bep bloaz gant an darn vrasañ eus ar maouezed.

Stumm ar chorf

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'an estrogen ivez e kemm lodenn izelañ an askorn kaezour, a ya war ledanaat evit ma c'hellfe genel aezetoc'h. War uhelaat ez a ivez ar c'hementad a zanvezenn druz er c'horf dre vras, muioc'h evit gant ar baotred, o reiñ stumm d'an divronn, an divlez hag an divorzhed.

Kregiñ a ra ar merc'hed da vrasaat pa grog an divronn da gemmañ abalamour d'an estrogen. Unan eus arouzioù kentañ kaerouregezh ar merc'hed eo ar c'hresk prim-se, a grog en treid hag en divrec'h a c'hell dont da vezañ hir-tre e-keñver ar peurrest eus o c'horf hag a ya war gresk da heul.

Dre efed an hormonoù e teu kemmoù e c'hwezh an dour-c'hwez, ha drusoc'h e teu ar c'hroc'hen o kas da gudennoù bog gwall alies.

Kemmoù er baotred

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diorroadur ar baotred

Ardivink-genel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemm fizikel kentañ ar gaezouriezh er baotred eo kresk an divgell peurliesañ. Kregiñ a ra an divgell da greskiñ adal ma vez ganet ur paotr, o kreskiñ buanoc'h-buanañ da vare ar gaezouriezh en un doare splann e-pad ur c'hwec'h vloaz bennak. Gant an divgell e vez kenderc'het sper hag hormonoù (an testosteron dreist-holl).

Mont war gresk a ra ar c'halc'h tamm-ha-tamm adal ma vez tizhet e bevar bloaz gant ur paotr betek ar gaezouregezh. Un nebeud mizioù goude ma krog an divgell da greskiñ e krog ivez ar c'halc'h da vont war hiraat ha war devaat. Kenderc'hel da greskiñ ra betek an 18 vloaz mui-pe-vui.
Aliesoc'h ivez e tihod, gwall alies hep tamm kontroll ebet, ha gouest e teuer da vezañ da strinkañ sper, a-wechoù ivez hep ma vefe klasket ober gant hini pe hini hag alies a-walc'h diouzh an noz pa vezer o kousket. Er penn-kentañ n'eo ket gwall stank ar sper produet gant an divgell.

Kaezour (blev moudennek)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e teu war wel ar c'haezour nebeut goude ma krog an organoù genel da greskiñ, peurliesañ tro-dro d'ar c'halc'h da gentañ-penn. Kreskiñ a ra war-lerc'h stankoc'h-stankañ war an divhar ha betek ar begel.
Gwelet a vez blev o kregiñ da greskiñ dindan an divgazel, tro-dro d'ar fraezh, war an diweuz, ar groñj hag an divjod.

Abalamour d'an androgenoù ec'h a war vrasaat an gorzailhenn ken hini ar botred ha hini ar merc'hed. Er baotred avat e kresk kalz muioc'h ha kemmañ a ra ar vouezh o vont war voutaat. Er penn-kentañ e c'hell ar vouezh kemmañ a-daol-trumm o vont war voutaat ha neuze o pignat skiltrus.

Ne gresk ket ar baotred na ken buan na ken a-bred evit ar merc'hed dre vras, met padout a ra pelloc'h. Peurliesañ e krog korf ar baotred da vont war vrasaat nav miz bennak goude ma krog an divgell da greskiñ, ha kreskiñ a ra buanoc'h-buanañ ar c'horf tro-dro da daou vloaz goude ma krog ar gaezouregezh.

Stumm ar c'horf

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da diwezh prantad ar gaezouregezh e teu eskern ar baotred da vezañ pounneroc'h ha gant div wezh muioc'h a zanvezenn gigennek. Kregiñ a ra ar c'higennoù da gregiñ da vat da diwezh an argerzh tamm-ha-tamm.

Dre efed an hormonoù e teu kemmoù e c'hwezh an dour-c'hwez, ha drusoc'h e teu ar c'hroc'hen da vezañ, o kas da gudennoù bog gwall alies.

Kresk an divronn er baotred

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'an estradiol e c'hell divronn ar baotred kreskiñ ivez da varevezh ar gaezouregezh, ma reer ginekomastia outañ. Peurliesañ ne greskont ket kalz ha mont a reont war vihanaat en-dro da diwezh ar gaezouriezh. Gwezhioù all avat, alies abalamour d'un teuc'hder, e c'hell ment an divronn dont da vezañ ur gudenn hag e c'hell bezañ oberataet, dres evel ma teu war wel kalz barv war ar merc'hed.

An argerzh neuronel hag hormonel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra ar c'hemmoù neuronel hag hormonel etre 1-2 vloaz a-raok ma krog ar c'hemmoù a c'heller gwelet er c'horf.

 Notennoù ha daveennoù 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ma ne gaver ket ar ger a-raok geriadur F. Vallée (1932) e tispak ar C'hatolicon quaezour (kaezour) ha Pelleter quaezourec (kaezoureg) ha qaezoureguès (kaezouregez).
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.