Kabaduilh e Brixton e 1981

Eus Wikipedia
Poliserien saoz e-kerzh Emsavadegoù Brixton e 1981

Brixton riot pe Brixton uprising a reer e saozneg eus ur gabaduilh pe un taol-dispac'h feuls a oa c'hoarvezet etre ar Metropolitan Police hag emsavidi e karter Brixton e Lambeth, unan eus distrigoù Londrez Veur (Bro-Saoz), etre an 10 hag an 12 a viz Ebrel 1981.
An emsavadeg pennañ a voe d'an 11 a viz Ebrel ; lesanvet e voe Bloody Saturday gant Time Magazine. En holl e oa bet gloazet 280 poliser ha 45 emsavad ; e-tro 1000 karr a voe devet, en o zouez 56 karbed polis ; tost da 150 savadur a voe damzistrujet, ha 30 a voe devet da vat ; 82 zen a voe harzet. Hervez dezrevelloù e vefe bet tost da 5000 a emsavidi en holl.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]