Justyna Krzyzanowska

Eus Wikipedia
Justyna Krzyzanowska mamm Frédéric Chopin

Justyna Krzyzanowska pe Justyna Chopin (Tekla Justyna Krzyżanowska, Justyna z Krzyżanowskich Chopinowa), ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1782 e Długie (Polonia) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 1861 e Varsovia, a oa mamm Frédéric Chopin.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A orin eus an nolblañs izel eus Kujawy e Polonia, merc'h Jakub Krzyżanowski eo (1729-1805). Ul labourer douar eus Dlugie pa voe hi ganet. Bez e oa bet an tad rener domani Izbica a-raok. An domanioù-se a oa perc'hennet gant ar c'hont Kacper Skarbek (1763-1823). Desavet eo bet mat, gouzout a ra c'hoari piano ha kanañ gant he mouezh soprano.