Mont d’an endalc’had

José de Ribera

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jusepe de Ribera)
Silenos mezv, 1626, Museo di Capodimonte, Naplez.
Hunvre Jakob (1639).
Ar Pavgamm, 1642

José de Ribera (Játiva, 12 Genver 1591 - 1652) a oa ul livour spagnol eus ar XVIIvet kantved.

Anavezet e oa ivez evel Jusepe de Ribera ha Giuseppe Ribera en italianeg, hag ivez evel Lo Spagnoletto (ar Spagnolig), dre ma sine e daolennoù "Jusepe de Ribera, español" hag e oa bihan e vent.

Un arzour spagnol a bouez eo bet, goude ma en deus labouret pell amzer en Italia, ken e vez sellet outañ evel un arzour italian.

Arquímedes (1630)

Unan eus livourien veur Europa ar XVIIvet kantved e oa ha levezonet en deus livourien eus Italia kenkoulz evel re eus an Izelvroioù, ha laosket en deus e roud don en arz Spagn.

Pa erruas en Italia edo nevezenti an doare-livañ hervez Caravaggio o vleuniañ, o keveziñ gant an doare roman ha bolognesat a oa o neveziñ ar gizioù klasel. Abalamour da se e tibabas ober gant an "teñvalerezh" degaset gant ar Flamanked hag Izelvroiz a oa e Roma d'an ampoent, met daoust da se e teske ober gant stummoù kaer ar bed klasel.

En em stummañ a reas o studiañ liverezh meur an Azginivelezh italian a voe mestroniet gantañ buan. Un dra all a lak anezhañ da vout disheñvel eus livourien spagnol e amzer eo e anaoudegezh eus an henamzer klasel, unan eus diazezoù al liverezh barok europeat.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.