Julien ha Marguerite de Ravalet
Julien ha Marguerite de Ravalet a oa ur breur hag ur c'hoar, e beg ar XVIIvet kantved, hag en em gare hag a voe dibennet e Pariz e 1603 dre ma oant avoultr.
Bugale e oant da Jean III de Ravalet, aotrou Tourlaville, e Normandi. Julien a oa ganet en 1582 ha Marguerite en 1586. Unnek bugel a oa. Mignoned vras e oant, karantez a savas goude etreze, ma fellas d'o zud o dispartiañ. Kaset e voe Julien d'ar skol da g-Coutances, da drizek vloaz. Tri bloaz, goude, pa zistroas Julien, d'an 20 a viz Meurzh 1600, e voe dimezet Marguerite en iliz Notre-Dame de Tourlaville, da Jean Lefevre de Haupitois, a oa daou vloaz ha tregont warni, un den pinvidik anezhañ, dastumer tailhoù evit ar roue, met ne oa ket a ouenn uhel.
Tec'hel a reas ar wreg eus kastell he fried, da-gaout he breur. Kuzhat a rejont e Felger, e Pariz goude. Harzet e voent d'an 8 a viz Gwengolo 1603, war c'houlenn Jean Lefevre, barnet dre ma oant avoultred ha gwadorgedeien. Dinac'h a rejont an tamalloù. Kondaonet e voent da vezañ dibennet d'an 2 a viz Kerzu 1603, goude gwilioudet Marguerite de Ravalet.
Ar Roue Herri IV a nac'has ar peoc'h-marv dre ma oa dimezet Marguerite de Ravalet[1]
War bez Julien ha Marguerite de Ravalet e oa bet ouzhpennet ar skrivadur « Ci-gisent le frère et la sœur. Passant ne t'informe pas de la cause de leur mort, mais passe et prie Dieu pour leur âme. »
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ « Si la femme n'eût point été mariée il lui eût volontiers donné sa grâce, mais que l'étant il ne le pouvait ». Journal du règne de Henry IV, Roi de France et de Navarre gant Pierre de l'Estoile