Julie Bresset

Eus Wikipedia

Julie Bresset zo ur varc'hhouarnerez vreton bet ganet d'ar 7 a viz Mezheven 1989 e Sant-Brieg. Krog eo gant ar MTB (X-Country) pa oa 9 vloaz, e Ploheg. 2012 a voe ur bloavezh frouezhus-kenañ dezhi: e miz Eost ez eas ganti ar maout e C'hoarioù Olimpek Londrez e 2012, ha miz goude hini kampionad ar bed. 23 bloaz hepken e oa Julie Bresset; koulskoude e oa ar vaouez kentañ o c'hounit an div redadeg-se diouzh renk. An eil medalenn aour e oa ivez en istor marc'hhouarnerezh Breizh er C'hoarioù Olimpek.

Skipailhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2004-2009. Breiz Mountain
  • 2010-2016. BH - Suntour

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù Olimpek: 2008
Kampionad ar bed (2): 2012, 2013
Kib ar bed: 2011
Kampionad Frañs (4): 2010, 2011, 2012, 2013

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]