Judas Cyriacus

Eus Wikipedia
Ur pennad Cyriacus zo ivez.
Merzherinti Judas Cyriacus
Judas Cyriacus

Judas Cyriacus, pe Cyriacus Jeruzalem, pe Cyriacus Ancona, pe Quiriacus, Quiricus, Kyriakos ( ha Quirico e spagnoleg, Ciriaco en italianeg, Quiriace evel anvet e galleg e Provins (Bro-C'hall)), marvet war-dro 360, zo ur rabin yuzev deuet da vout sant katolik. Lidet e vez war-dro ar 4 a viz Mae.

Ganet e oa Judas e Jeruzalem, mab e oa da Simeon hag Anna, mab-bihan da Zachée. Rabin ar sinagogenn amezek e oa. Er bloaz 326 e teuas an impalaerez Helena, mamm an impalaer Constantinus, da Jeruzalem, da glask penn eus Gwir Groaz.