Mont d’an endalc’had

Juan Borgia (kardinal 1496)

Eus Wikipedia
Ur pennad Giovanni Borgia zo ivez.

Juan Borgia, pe Juan de Borja Llançol de Romaní e spagnoleg, (pe Giovanni Borgia en italianeg, lesanvet il Minore) (1470-1500), a oa ur c'hardinal spagnol.

Ganet e oa e kêr Valencia, e rouantelezh Valencia, e 1470. Mab e oa da Jofré de Borja Llançol, baron Villalonga, ha da Juana de Moncada, nizien d'ar pab Alesant VI.

D'an 19 a viz Gwengolo 1494 e voe anvet da eskob Melfi, e rouantelezh Naplez. Dilezel ar garg a reas d'an 3 a viz kerzu 1498.

Lakaet e voe e penn arme ar pab hag e Genver 1500, pa oa o kerzhout enep arme kêr Bologna e klañvas hag e varvas e Fossombrone (pe en Urbino hervez testenioù zo) d'an oad a 30 vloaz.