Juan Fernández el Labrador


Eoulivadur, 45 x 61 cm

Eoullivadur, 41 cm hed-treuz
Juan Fernández, lesanvet El Labrador a oa ul livour spagnol er XVIIvet kantved, oberiant etre 1629 ha 1636, hag a reas divuhezennoù dreist-holl.
Peuzdianav eo Juan Fernández. Gouzout a reer e veve pell eus lez ar roue, hag e live bleunioù, frouezh ha rezin dreist-holl. Hervez al livour Antonio Palomino (1655-1726) e oa bet El Labrador un diskibl da Luis de Morales (c. 1510 – c. 1586) hag e oa marvet e Madrid, kozh-mat, war-dro 1600. Hervez A. Palomino bepred e oa El Labrador a orin eus Extremadura, hep prouenn avat.
A-benn ar fin n'hon eus nemet ur fed solius : e renabl dastumadeg Diego Mexía Felípez de Guzmán, 1añ markiz Leganés, graet e 1655, ez eus meneg eus « una porcelana de uvas, dos búcaros, unas castañas y bellotas », eleze "ur borselennad rezin, daou bicher, un nebeud kistinennoù ha mezennoù" lakaet war gont al « labrador de las nabas » ("ar gounezer irvin"), ur meneg hag a gaver arre e 1660 e renabl madoù Ramiro de Quiñones, a oa perc'henn war teir zaolenn diwar zorn al « labrador de las navas », pourchaset dre hanterouriezh Francisco Berges, ur marc'hadour taolennoù anavezet. Hennezh en deus roet da soñjal e oa genidik al livour eus Las Navas del Marqués (Ávila), met Navas zo ul lec'hanv a ra dave d'ur gêriadenn en ur c'hornad plaen ha hep gwez, a zo paot a-walc'h en div Gastilha, ken ne c'heller ket kavout al lec'h resis en un doare asur[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Aterido, Ángel. Juan Fernández el Labrador – Naturalezas muertas. Madrid : Museo del Prado, 2013 (ISBN 978-84-8480-260-0)
- (es) De Antonio, Orihuela. La belleza de lo real: Floreros y bodegones espanoles en el Museo del Prado, 1600-1800. Madrid : Museo del Prado, 1995 (ISBN 978-84-87317-43-9)
- (es) Miranda, Manuel Fernández. Pintura espanola de bodegones y floreros de 1600 a Goya. Madrid : Museo del Prado, 1983 (ISBN 978-84-500-9335-3)
- (es) Palomino De Castro Y Velasco , Antonio. Museo pictorico y escala optica, levrenn 3. Madrid: Aguilar, 1988 (ISBN 978-84-03-88005-4)
- (es) Pérez Sánchez, Alfonso E.. Pintura barroca en España, 1600-1750. Madrid : Ediciones Cátedra, 2003 (ISBN 978-84-376-0994-2).
- Portús Pérez, Javier. Lo fingido verdadero. Madrid : Museo del Prado Museum, 2007 (ISBN 978-84-8480-097-2)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Aterido 2013, p. 25.