Juan Fernández (kabiten)
Ar c'habiten Juan Fernández a oa ur moraer spagnol kaset da greisteiz Chile. E 1620 ec'h ergerzhas Patagonia hag e tizoloas al lennoù Nahuel Huapi ha Lago Puelo, a zo e Republik Arc'hantina hiriv.
Kinniget en devoa da Roue Spagn mont da glask ar Ciudad de los Césares mojennel, ha war un dro klask tud an ergerzhadeg renet gant Pedro Sarmiento de Gamboa, hag a oa gantañ eskob Plasencia, aet da goll e Strizh-mor Magallanes.
Soñjal a reer e felle da Juan Fernández kavout teñzorioù ar vojenn, ha klask war-lerc'h an ergerzhadeg ne oa nemet un digarez da gaout skoazell ofisiel digant ar roue
Arabat droukveskañ ar Juan Fernández-mañ gant ur moraer all heñvelanvet Juan Fernández (1530-1599), eus Cartagena, hag a zizoloas Inizi Juan Fernández ma roas e anv dezho, hag a varvas e dibenn ar XVIvet kantved.