Mont d’an endalc’had

Journal des savants

Eus Wikipedia
Journal des savants

An niverenn 1, deiziadet 5 Genver 1665


Broadelezh Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh Galleg
Mareadegezh Sizhuniek (1665-1723)

Miziek (1723-1792, 1816-)

Hantervloaziek

Danvez Lennegezh

Skiantoù

Ganedigezh 5 a viz Genver 1665
Lec'h embann Pariz
ISSN 0021-8103[1]
Lec'hienn Web AIBL (fr) (ha yezhoù all)

Koshañ mareadeg lennegezh ha skiantoù Europa eo ar Journal des savants ("Kazetenn ar ouizieien"). Embannet e vez c'hoazh hiziv an deiz gant Académie des Inscriptions et Belles-Lettres (AIBL) ("Akademiezh an Enskrivadurioù hag al Lizhiri Kaer"), unan eus pemp akademiezh an Institut de France ("Ensavadur Bro-C'hall").

Gant Denis de Sallo (1626-1669), kuzulier e Parlamant Pariz, e voe krouet Le journal des sçavans. D'ar 5 a viz Genver 1665 e voe embannet an niverenn gentañ, e Pariz, Bro-C'hall. Daouzek pajenn a oa er gazetenn nevez, ma embannas hec'h aozerion o fal : brudañ ar pezh a oa nevez e Republik al Lizhiri — « pour faire sçavoir ce qui se passe de nouveau dans la République des Lettres »[2], "Republik al Lizhiri" o vout bed ar skiantoù ivez d'ar mare-se.

Dre hanterouriezh Jean-Baptiste Colbert e c'hounezas brient ar roue Loeiz XIV e 1701.

Ur sizhunieg dizingal e voe Le journal des sçavans betek 1723, ha miziek e voe betek ma voe lamet e 1792.[3]. Koulskoude, daouzek niverenn a voe embannet e 1797.

Adal 1816 e teuas er-maez a-nevez, gant an talbenn Journal des savants, evel m'emañ c'hoazh hiziv an deiz. Izili Ensavadur Bro-C'hall a skrive enni, ha gant an Imprimerie Nationale e veze moullet, ha diwar goust ar Stad c'hall betek 1900. En abeg da grennadurioù war kellidsteuñv ar Stad e voe paeet ar moullañ gant Ensavadur Bro-C'hall evit ar bloavezhioù 1901 ha 1902, hag an Ensavadur a voe e penn ar gazetenn betek 1908.

Dre ma teue dizingal an arc'hant d'an Ensavadur ez asantas Akademiezh an Enskrivadurioù hag al Lizhiri Kaer kemer ar gazetenn e karg adalek 1909, a-drugarez da gellidoù ar Fondezon Dourlans.[3] E karg AIBL emañ ar gazetenn hiziv c'hoazh.

Buan e voe kemeret skouer diwar Le journal des sçavans gant Royal Society Londrez : d'ar 6 a viz Meurzh 1665 ez embannas Henry Oldenburg (1619-1677) ar gazetenn viziek Philosophical Transactions. Ar skiantoù e oa he dodenn bennañ. Embannet e vez c'hoazh hiziv an deiz[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.