Mont d’an endalc’had

José Eduardo dos Santos

Eus Wikipedia
E miz Here 2007

José Eduardo dos Santos (28 Eost 1942 e Luanda - 8 Gouere 2022 e Barcelona) zo ur politikour angolat, prezidant ar vro etre 1979 ha 2017.

A-orin eus São Tomé ha Príncipe e oa e dud. Emezelañ a reas er strollad politikel MPLA (Movimento Popular de Libertação de Angola - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola) pa oa studier c'hoazh. En abeg da waskadeg ar gouarnamant trevadennel e kavas gwell mont en harlu da Gongo-Brazzaville e 1961. Eno e kenlabouras gant an MPLA hag e teuas da vezañ un ezel ofisiel eus ar strollad. Kenderc'hel a reas gant e studioù e Bakou (Azerbaidjan), en URSS. Distreiñ da Angola a reas e 1970.

Goude dizalc'hiezh Angola e miz Du 1975 e voe kemeret ar galloud gant an MPLA met ur brezel diabarzh a darzhas etre tud an MPLA ha tud ar strolladoù all (UNITA ha FNLA). José Eduardo dos Santos a voe dilennet da brezidant Angola e miz Gwengolo 1979 goude marv Agostinho Neto, prezidant kentañ ar vro. E miz Gwengolo 1992 e voe aozet dilennadegoù met na José Eduardo dos Santos nag e gevezer, Jonas Savimbi eus an UNITA, na zeuas a-benn da zastum 50% eus ar votoù evel ma oa dleet evit bezañ dilennet. Ne voe ket tu da aozañ un eil tro en dilennadegoù hag ar brezel diabarzh a darzhas adarre pa chome dos Santos en e garg a brezidant.

Prezidanted Angola

António Agostinho Neto | José Eduardo dos Santos | João Lourenço

  Banniel Angola