Joseph Muscat

Eus Wikipedia
Joseph Muscat

Joseph Muscat (ganet d'an 22 a viz Genver 1974) eo kentañ ministr Malta. Kroget en doa gant ar garg-se d'an 10 a viz Meurzh 2013 hag addilennet e oa bet d'an 3 a viz Mezheven 2017. E penn ar Partit Laburista (Strollad al Labour) emañ abaoe 2008.

Ganet e voe Muscat e Tal-Pietà, e-kichen ar gêr-benn Valletta, ha graet en deus e studioù e Skol-veur Malta. Labouret en deus evel kazetenner e Super One Radio ha Super One TV er bloavezhioù 1990. Kazetenner e voe ivez evit al lec'hienn gelaouiñ maltastar.com eus 2001 da 2004, ha kenlabouret en deus gant ar gazetenn valtek L-Orizzont hag ar gazetenn saoznek The Times.

Dilennet e voe da gannad e Parlamant Europa e 2004, met reiñ a reas e zilez e 2008 evit mont da Barlamant Malta.

Kemeret en doa penn Strollad al Labour d'ar 6 a viz Mezheven 2008, en amzer ma oa ar gostezenn-se en tu-enep.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

En e raok :
Lawrence Gonzi
Kentañ Ministr Malta
Banniel Malta
Meurzh 2013
War e lerc'h :