Mont d’an endalc’had

Josef K (strollad)

Eus Wikipedia

Josef K a oa ur strollad sonerezh post-punk eus Bro-Skos, seniñ a reas e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. Meur a single savet gant ar strollad a voe embannet gant an ti-embann Postcard. Diazezet eo anv ar strollad war hini tudenn bennañ Ar Prosez, bet skrivet gant Franz Kafka.


Sonerezh ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-keñver sonerezh ez eo gwall heñvel sonerezh Josef K ouzh hini strolladoù all Postcard, evel Orange Juice da skouer : gitar doare post-punk asambles gant luskoù disko ha funk. Met e-keñver pozoù ha skeudenn ar strollad ez eo gwall zisheñvel, ha tostoc'h ouzh strolladoù evel Joy Division. Divodet e voe ar strollad a-raok ma teufe er-maez e single kentañ "The Farewell Single" (1982). War ar single emañ ivez an ton "The Missionary", bet enrollet e-pad ur Peel session. Maz' eo tost an ti-embann Postcard ouzh al luskadoù indie-pop C81 ha C86, ez klever levezon Josef K e-barzh kanaouennoù Franz Ferdinand pe c'hoazh Bloc Party.

Izili ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Paul Haig : gitar, kan
  • Malcolm Ross :gitar, violoñs
  • David Weddell : gitar boud
  • Ronnie Torrance : taboulinoù

An holl ganaouennoù a voe savet gant Haig e-unan, pe gantañ ha gant Ross.


Pladennoù LP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Only Fun In Town (miz Gouere 1981)

Pladennoù live ha dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Young and Stupid (miz C'hwevrer 1987)
  • Endless Soul (miz Even 1987)
  • Sorry For Laughing (miz Even 1990)
  • Crazy to Exist (miz Here 2002)
  • Live at Valentino's (miz Gwengolo 2003)
  • Entomology (miz Du 2006)


Pladennoù single

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Radio Drill Time (miz Gwengolo 1980)
  • It's Kinda Funny (miz Kerzu 1980)
  • Chance Meeting (miz Mae 1981)
  • The Missionary (miz Meurzh 1982)
  • Heaven Sent (miz C'hwevrer 1987)


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn nann-ofisiel

Istor ar strollad