Mont d’an endalc’had

Josef Jungmann

Eus Wikipedia
Josef Jungmann

Josef Jungmann (16 Gouere 1773 e Hudlice14 Du 1847 e Praha) a oa ur yezhoniour, skrivagner ha troer tchekek, hag a seller outañ evel unan eus tadoù an tchekeg modern.

Goude studioù e skol-veur Praha e labouras evel kelenner, e lise alamanek Litoměřice (Leitmeritz), ha kelenn a rae tchekeg, a-youl-vat. Goude e teuas da vezañ rener skol e Praha hag echuiñ a reas e vuhez o kelenn e skol-veur ar gêr-se.

Unan eus difennerien an tchekeg e oa Jungmann. Hag er c’hontrol d’e gelenner Josef Dobrovský e reas gant ar yezh-se en e skridoù. E 1805 e embannas un droidigezh diwar “Atala” gant François-René de Chateaubriand. Evel-se e klaske diskouez e oa posupl displegañ soñjoù uhel e tchekeg. E-leizh a droidigezhioù all en deus graet, diwar an alamaneg, ar galleg hag ar saozneg. Gantañ e voe troet Paradise Lost, gant John Milton, pe oberennoù gant Friedrich Schiller ha Johann Wolfgang von Goethe.

Gant e c'heriadur tchekeg-alamaneg 5000 pajennad e tiazezas geriaoueg vodern an tchekeg. Kavout a rae dezhañ e oa aet yezh e vro war baouraat dindan yev Impalaeriezh Aostria. Hag evit kreskiñ he geriaoueg e savas gerioù nevez, diwar gerioù aet da get, kavet gantañ e testennoù kozh, pe oc'h amprestañ gerioù digant ar yezhoù slavek all. Kalz eus ar gerioù-se, degaset gantañ, zo chomet en tchekeg betek bremañ. Ouzhpenn e labour kelenner, e plede, diouzh an noz, gant e studiadennoù war yezh e vro. Labourat a rae e-unan met adskrivañ a rae pep pajennad eus e c'heriadur, dek gwech, da gas da adlenn da dud all. Dont a reas e c'heriadur er-maez er bloavezhioù 1834-1839, gant 120 000 pennger ennañ !