José Sócrates
José Sócrates Carvalho Pinto de Sousa, pe José Sócrates ent-berr (distaget [ʒuˈzɛ ˈsɔkɾɐtɨʃ] e portugaleg), ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1957, zo ur politiker portugalat hag a voe kentañ ministr Portugal eus an 12 a viz Meurzh 2005 betek an 21 a viz Mezheven 2011.
Ezel e voe eus Strollad Sokialour Portugal adalek 1981 ha dilennet e voe da gannad e 1987. E 1995 e voe ministr e gouarnamant António Guterres. E 2004 e teaus da vezañ pennsekretour e gostezenn ha gant honnezh ez eas ar maout e dilennadeg ar gannaded e 2005. EVel-se e teuas da vezañ kentañ ministr d'an 12 a viz Meurzh 2005.
Gant ar sokialourien ez eas ar maout adarre e dilennadeg Gwengolo 2009, ha chom a reas e penn ar gouarnamant.
D'an 23 a viz Meurzh 2011 e roas e zilez eus e garg goude ma oa bet nac'het votiñ e ginnigoù gant ar parlamant. Un dilennadeg nevez a voe d'ar 5 a viz Mezheven ha koll e voe ar strollad sokialour ar wech-se. Neuze e paouezas Sócrates da vezañ e penn ar strollad.