Mont d’an endalc’had

José Luis Rodríguez Zapatero

Eus Wikipedia
(Adkaset eus José Luis Zapatero)

José Luis Rodríguez Zapatero eo prezidant gouarnamant Spagn.

E Valladolid eo bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1960.

Ur c'habiten republikan e oa e dad-kozh. Fuzuilhet e oa bet e miz Eost 1936 gant soudarded Franco e-pad ar brezel diabarzh.

A-gleiz da vat e oa e familh ha José Luis Rodríguez Zapatero da vont gant ar gomunourien da gentañ a-benn enebiñ da vat ouzh reizhiad Francisco Franco. E 1976 ez eas gant e dad da emvod ofisiel ar Strollad Sokialour Micherourel Spagn (PSOE).

Pa oa studier war ar gwir e oa bamet gant reizhadennoù al labour-douar bet kaset gant Mao Tse Tung.

Goude an dilennadegoù d'an 22 a viz Mezheven 1986 eo aet da gannad war anv ar SSMS.

D'an 23 a viz Gouere 2000 eo dilennet e penn ar strollad.

D'ar 25 a viz Mae 2003 eo bet trec'h e strollad en dilennadegoù rannvroel ha tiez-kêr, ar wezh kentañ abaoe 10 vloaz. E miz Du 2003 ez eas ar SSMS da benn Katalonia.

Trec'h e voe war an tu-dehou d'ar 14 a viz Meurzh 2004 goude gwalldaolioù Madrid d'an 11 a viz Meurzh 2004.

Abaoe an trec'h-mañ ez eus bet divizet gant e c'houarnamant ober meur a droc'h diouzh oadvezh Aznar. Evit an traoù pennañ e c'heller menegiñ distro lu Spagn eus Iraq pe an eurediñ diouzh lezenn etre an dud heñvelreizhat.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.