Jordi Turull

Eus Wikipedia
Jordi Turull e 2014

Jordi Turull i Negre, ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1966 e Parets del Vallès, zo un alvokad, den a aferioù ha politikour katalan. Ezel eo bet eus ar strollad Convergència Democràtica de Catalunya (CDC) ha goude-se eus ar strollad Partit Demòcrata Europeu Català (PDeCAT).

Ezel eo eus Parlamant Katalonia abaoe 2004, prezidant strollad kannaded Junts pel Sí (asambles evit ar ya) etre 2015 betek 2017, kuzulier prezidantelezh Katalonia, kement ha degemenner gouarnamant Carles Puigdemont etre Gouhere hag Here 2017.

Parlamant de Catalunya e 2014, Jordi Turull (a-gleiz) o komz gant Carles Puigdemont (a-zehoù)

Toullbac'het eo abaoe Meurzh 2018 dre urzh lez uhelañ Spagn. Rebechet e vez dezhañ kabalad hag emsavadenn.