John Norwood Fisher

Eus Wikipedia
John Norwood Fisher

John Norwood Fisher a zo ganet d’an 12 a viz Gwengolo 1965). Izgitarour ar strollad Fishbone e voe. Sennet en deus gitar-bout a-hed istor ar strollad, memes gant mont-dont difin e izili. A drugarez da fisher eo chomet ur seurt groove gant ar strollad, daoust da cheñchamantoù liesseurt a doare-sonerezh. Embarzhet eo ivez en ur raktres all, Trulio Disgracias. Ur raktres solo en deus kaset a-benn nevez ‘zo, Woody Weedstraw e anv.

Anavezet eo Fisher evit e bennwisk ispisial (moal gant un dread e penn e glopenn) hag evit gwiskañ brozoù (pe ur sac’h-lastez) war al leurenn.

Levezon Fisher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonet en deus Fisher un tamm mat eus sonerien ar bloavezhioù 1990. An izgitarour P-Nut, eus ar strollad 311 an hini eo a lavaras e oa bet techet da zeskiñ gitar-boud war-lerc’h bezañ bet gwellet Fisher o seniñ. INSPIRE e oa gant doare Slapping an izgitarour. P-Nut, dre zro, a levezonas doare ha dafar seniñ Dirk Lance eus ar strollad Incubus. Ul levezon war Trevor Dunn a Mr Bungle en doe ivez.