Mont d’an endalc’had

Johannes von Wildeshausen

Eus Wikipedia

Johannes von Wildeshausen, anvet ivez Johannes Teutonicus, oa ul beleg dominikan, bet eo bet pevare mestr an urzh etre 1241 ha 1252.

Johannes von Wildeshausen,eskob Bosnia.Taolenn gant Tommaso da Modena

Ganet eo bet war-dro 1180 Wildeshausen e-kichen Oldenburg e Saks-Izel en ur familh nobl. Aet eo da Anaon d'ar 4 a viz Du 1252 e Straßburg.

Studiet en deus e Bologna. Mignon oa gant an Impalaer Frederig II.

Degemeret e voe en urzh gant Domingo de Guzmán e Bologna e dibenn 1219 pe e penn kentañ 1220. Kaset e voe da brezeg brezel ar Groaz gant kannaded ar Pab Honorius III en Impalaeriezh Santel e 1224. Hanterour e voe ivez en un diemglev etre tud Stedingen hag eskob Bremen.

E penn Proviñs Hungaria e voe etre 1231 ha 1233. Anvet e voe Eskob Bosnia (lodenn eus Hungaria d'ar mare) e 1233 gant kannad ar Pab ar c'hardinal kisterkiat Giacomo da Pecorara evit kemer plas un eskob bet tennet e garg digantañ Chom a reas betek 1237.

Karget e voe gant ar Pab Gregor IX d'ur gefridi e-kichen Ivan Asen II, roue ar Vulgared.

E penn Proviñs Lombardia e voe etre 1238 ha 1240. Dilennet e voe Mestr an urzh e 1241 e Pariz.

Pemp yezh a gomze. Darempredoù mat en doa gant ar Guria. Kregiñ a reas da unvaniñ liderezh an urzh dominikan. Aesaat a reas ar studi hag ar prezegennerezh o tigeriñ skolioù e Köln, Montpellier hag Oxford hag o telc'her chabistroù meur e kêrioù disheñvel Europa (Köln e 1245, Montpellier e 1247, Trier e 1249, Londrez e 1250) o lakaat un harz da wir-miret Bologna ha Pariz.


En e raok 
Raymond de Peñafort 1238-1240
Mistri Urzh ar Brezegerien War e lerc'h
Humbert de Romans 1254-1263