Joel Kinnaman
Neuz
Joel Kinnaman
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Sveden, Stadoù-Unanet |
| Anv ganedigezh | Charles Joel Nordström Kinnaman |
| Anv-bihan | Joel |
| Anv-familh | Kinnaman, Nordström |
| Deiziad ganedigezh | 25 Du 1979 |
| Lec'h ganedigezh | Stockholm |
| Breur pe c'hoar | Melinda Kinnaman |
| Kompagnun(ez) | Kelly Gale |
| Yezh vamm | saozneg, saozneg SUA |
| Yezhoù komzet pe skrivet | svedeg, saozneg, saozneg SUA |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | aktour, aktour skinwel, aktour(ez) sinema |
| Bet war ar studi e | Södra Latin |
| Lec'h annez | Los Angeles |
| Deroù ar prantad labour | 2002 |
| Relijion pe kredenn | kristeniezh, yuzevegezh |
| Prizioù resevet | Guldbagge Awards |

Charles Joel Nordström Kinnaman, ganet d'ar 25 a viz Du 1979, zo un aktour svedat-stadunanat. Da gentañ holl e voe brudet dre e rolloù er film svedat Easy Money ha goude-se er stirad skinwel Johan Falk. Kinnaman en deus tapet brud etrebroadel evit e roll er skinwel, an detektiv Stephen Holder er stirad skinwel stadunanat The Killing war AMC. Goude-se e oa bet o c'hoari Takeshi Kovacs, e kentañ koulzad ar stirad skinwel Altered Carbon, hag ar gouarnour Will Conway er stumm stadunanat eus House of Cards. C'hoariet en deus bet ivez Alex Murphy e 2014 er film adsevel RoboCop, ha Rick Flag er film Suicide Squad (2016), diazezet war ar c'homics gant DC Comics gant ar memes anv.