Mont d’an endalc’had

Jito

Eus Wikipedia

Ar jitō (地頭 e japaneg) oa ur c'hargad krennamzerel e Bro-Japan, dreist-holl e pad maread shogunerezhioù Kamakura ha Muromachi. Ar jitō a laboure evit ar shogun ha ret e oa dezhañ ober war-dro ha kempenn manerioù, savadurioù ha tachennoù stag ouzh renner ar ranvro (kokushi an aliesañ).

Ar ger "jitō" a grogas da vezañ implijet e dibenn ar maread Heian. Implijet e oa evel un anv-gwan e giz "lec'hel". Da skouer un den "jitō" (地頭人) a dalvez un dudenn lec'hel pouezus ha levezonus. Diwezhatoc'h e voe implijet ar ger-mañ evit termeniñ un den hag a ra war dro ur maner. Diaes eo sklaerat perzhioù koshoc'h ar jitō da vare Yoritomo evit an istorourien arnevez, ne anavezer ket awalc'h a-draoù diwar-benn ar maread-mañ.

Ar garg a jitō a zo bet lakaet ofisiel pa voe anvet Minamoto Yoritomo e-penn burev ar jitō gant lez an impalaeriezh e Kyoto. Ur bern jitō a voe anvet gantañ er vro a-bezh met dreist-holl e Kanto da gentañ. E-pad oadvezh Kamakura, ar jitō oa dibabet e-touez ar Gokenin (gwizion ar shogun), a rae war-dro an aferioù milourel. Ar jitō a oa e karg eus an tailhoù, melestradur ha mont en-dro ar manerioù hag eus an douaroù hag an atantoù stag ouzh ar maner.

Goude brezel Jokyu, ar shogunerezh a stalias kalz jitō e kornog Japan, e lec'h ma oant lakaet e penn douaroù ar re drec'het. Er memes koulz, kalz a Gokenin, izili eus ar c'hlanioù Otomo ha Mori, a zilojas war-zu ar c'hornôg (1221).

Sistem ar jitō a zo bet dilezet ha diskaret e dibenn ar XVIvet kantved gant Toyotomi Hideyoshi.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける