Jesús Franco
Jess Franco (ganet Jesús Franco Manera d'an 12 a viz Mae 1930[1] hag aet da Anaon d'an 2 a viz Ebrel 2013)[2] a oa ur filmaozour, kompozer hag aktour spagnol. Brudet e voe evit e filmoù spont erotek. En holl en deus sevenet 160 film. Meur a lesanv en deus implijet evel sevener filmoù, e-touez ar re vrudetañ emañ David Khune ha Frank Hollmann. Marvet eo dre ur gwallzarvoud eus gwazhied an empenn.
Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Franco a oa bet dimezet da Nicole Guettard (etre 1962 ha 1980), met Guettard a oa bet kemeret he lec'h goustadik gant Lina Romay (Nicole a oa bet o labourat evel harper senario war meur a film gant Franco pa oant dimezet c'hoazh, gwelet eo bet o c'hoari en un nebeud eus e filmoù). E verc'h bet eus un dimeziñ a-raok, Caroline Riviere, a zo bet gwelet en un nebeud filmoù gant Franco e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 (en o zouez Exorcisme ha The Perverse Countess).
Franco ha Lina Romay o deus labouret asambles e-pad 40 vloaz, bevet o deus asambles adalek 1980. N'int bet dimezet nemet d'ar 25 a viz Ebrel 2008. Marvet e oa-hi e 2012 (gant ur c'hrign-bev pa oa oadet a 57 vloaz), Romay a oa bet e aktourez diazez kement hag e vuzenn.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Stephen Thrower, Murderous Passions: The Delirious Cinema of Jesús Franco (2015)
- Jess Franco, Memorias del tío Jess (2004) (skrid buhez e spagnoleg)
- Stéphane du Mesnilot, Jess Franco - Énergies du fantasme (2004, e galleg)
- Alain Petit, Manacoa Files (1994–1999, e galleg)