Mont d’an endalc’had

Jean Juvénal des Ursins

Eus Wikipedia
Sourinet etre argant ha gul a c'hwec'h pezh; e gab en argant skoret en aour, karget gant ur rozenn en gul

Jean Juvénal des Ursins a oa eskob Treger eus 1548 da 1566.

Abad an Aumône eus eskopti Chartrez, ha dean iliz Pariz, e oa. Anvet e voe da eskob Treger d'ar 26 Du 1548, war-lerc'h Louis de Bourbon.

Chom a reas war gador an eskopti betek e varv, degouezhet e Pariz, d'ar 27 Here 1566.

N'ouzer ket muioc'h diwar e benn e Treger.

Claude de Kernevenoy a oa deuet war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960