Yann-Bêr ar Roc'h
Neuz
(Adkaset eus Jean-Pierre Le Roch)
Un embregour breizhat a oa Yann-Bêr ar Roc'h (18 Meurzh 1929 en Oriant - 21 Ebrel 2006). Goude bezañ bet sekretour-meur ar strollad E. Leclerc e voe krouet gantañ ar gourstal « les Ex » e 1969, bet adanvet Intermarché e 1973, ha goude Ar vousketerien. Prezidant ar strollad dasparzhañ e voe betek 1994. Kengrouet e voe gantañ Ensavadur Lokorn e 1991, ur bodad prederiañ evit diorren armerzh ha sevenadur Breizh.