Jean-François-Ignace d’Erm
Jean-François-Ignace d’Erm (1745-1808), a oa ur marc'hadour breizhat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oe e Montroulez e 1745, ha mab e oa da Jean-Denis D’Erm ha da Anne-Marie-Thérèse Le Jeune.
Eizh vloaz e oa, e 1753, pa voe anvet e dad da resevour ar roue e stal vras ar butun e Landivizio. En 1775, pa varvas an tad, edo Jean-François en Izelvroioù, en Amsterdam, ma timezas da Jacqueline de Vries, ur brotestantez.
Distro da Landivizio, e kemeras lec'h e dad. En 1789 e savas a-du gant mennozhioù an Dispac'h gall, ha goude 1793 e oa e penn kelc'hiadoù dispac'hel. Kuitaat a reas Landi e dibenn 1798, da vont da Gemper evel « fabricant de tabac » hervez a oa skrivet war mortuaj ur verc'h dezhañ e 1800.
Mervel a eure e 1808, hag en e vortuaj ne oa nemet marc'hadour ken.
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet en defe un toullad kanaouennoù brezhonek.
- Rouantelez Naplez conkeuret gant ar Fransigien, e pemzec dez amser, ha laquet da Republic gant-o. Canaouen nevez ( https://fv.kan.bzh/chant-01099.html) .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- C. Le Mercier d’Erm, Un barde jacobin. — Jean-François D’Erm (1745-1808). (Le Consortium breton, juin 1927- juin 1928).
- Ollivier, La chanson populaire bretonne sur Feuilles Volantes, p. 277-278.