Jaques Lebaudy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jacques Lebaudy, anvet Jakez Iañ pe Impalaer ar Sahara (1868 - 1919), a oa ur c'horvroour a savas, e 1903, Impalaeriezh ar Sahara, rouantelezh anavezet gantañ e-unan.

Mab e oa da Jules Lebaudy, ur rener embregerezh gall. A-drugarez d'e binvidigezh vras e teuas a-benn, en un doare, da gaout e c'hoant pe e sorc'henn : dont da vezañ impalaer.
E 1903, goude un tabut gant e borzhier, a daolas dezhañ ur c'helorniad dour Javel, e tiviz sevel ur stad en ur c'horn digenvez eus ar Sahara kuit da vezañ rediet d'ober gant an dud vunut. Antronoz e loc'has diouzh Fécamp gant e oueletenn, la Frasquita.
Chom a reas a-sav en Inizi Kanari evit staliañ kanolioù war e lestr ha tuta un arme eizh den kent mont betek aodoù Maoritania. Dilestrañ a reas d'ar 25 a viz Mae 1903 en ur pleg-mor digenvez (28°40' Nord), anvet Bay of Justice.
Sevel a reas eno Impalaeriezh ar Sahara gant lid. Daou zevezh diwezhatoc'h ec'h embannas bezañ impalaer ar riezh nevez ha goulenn a reas digant e dud ober aotrou anezhañ. Distreiñ a reas neuze d'an inizi Kanaria evit tuta implijidi all hag e tistroas d'e "impalaeriezh" d'an 10 a viz Even evit fontañ e gêr-benn, "Troja", enni pemp den hag un deltenn. Mont a reas da c'houde etrezek ar c'hreisteiz betek Bay of Liberty (27°20' N) e lec'h ma savas "Polis", porzh kenwerzh pennañ e impalaeriezh nevez. Koulskoude, daoust d'e strivoù, ne asante hini eus e implijidi chom eno da drevadenniñ ar vro. War-dro ar 14 a viz Even en em gavas gant ur meuriad a ginnigas gwerzhañ sklaved dezhañ. Nac'hañ a reas.

Hag eñ ha mont d'an inizi Kanaria adarre evit kavout tud kontant da drevadenniñ e vro.