Jansenouriezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar jansenouriezh a oa ur gelennadurezh relijiel da gentañ, politikel ha filozofikel goude, a vleunias er XVIIvet kantved e Bro-C'hall dreist-holl, dirak emdroadurioù an Iliz katolik hag an hollveliouriezh c'hall.

Talbenn an 'Augustinus, embannet e 1640.

Dont a ra hec'h anv eus hini Cornelius Jansen, eskob Ieper, a skrivas an Augustinus, embannet goude e varv e Leuven en 1640.

Cornelius Jansen (1585 - 1638), tad ar jansenouriezh.