Mont d’an endalc’had

Janisar

Eus Wikipedia
Janisared.

Ur janisar[1] a oa ur soudard eus rejimantoù an Impalaeriezh Otoman. Dibabet e veze bugale laeret er broioù kristen evit o sevel er relijion muzulman ha deskiñ dezho micher an armoù.

Strizh e oa reol-buhez ar janisared:

  • arabat evañ alkol
  • arabat dimeziñ
  • ret bevañ e kazarnioù.

Fin marevezh ar janisared

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mezheven 1826 e c'hoarvezas ar Vaka-i Hayriye (« darvoud evurus ») pa voe divodet ar janisared, ha serret an tekke, ar manatioù derviched bektachi, gant ar sultan ottoman Mahmoud II.

  1. E Geriadur Hemon-Huon, 1993, 2005.